Bosenn an Arvor [French translation]
Bosenn an Arvor [French translation]
An Arvoriz 'zo rentet trist
gant grweg ur c'here euz Lokrist
En euz digaset ar vosenn
en ur pakat en e ballenn
Ar vosenn 'oa kroget pe dost,
24 (pevar warn-ugent) miz Eost
E Lesmelchen ur ger vihan,
kroget dillo ar poan.
E 1680 (mil c'wec'h kant ha pevar ugent)
marv diouzhtu daou gant den
Kontaminet e-pad dek miz,
Bremañ 'maomp pell d'an iliz.
E bro Arvor e plas marc'had,
kavet ar geot da falc'hat
Nemet en antre bihan d'ar c'har
da gas korfoù d'an douar.
Leun an iliz betek treuzoù
Hag ar vered betek murioù
Red eo binnizhen ar park bras
da lakaat holl bihan ha braz.
E Ploueskat 'vez ket kavet
paotr da ziwall deñved
nemet ur paotr 'driwec'h vloaz,
kroget ar vosenn en e skoaz.
- Artist:Dom Duff
- Album:Straed an amann
See more