Embrasse-les tous [Breton translation]

Songs   2024-12-01 18:31:32

Embrasse-les tous [Breton translation]

N'out ken eus ar re a varv war al lec'h ma krogont;

frotañ a rez da jod ouzh pep mourrenn.

Ret eo sevel abred evit kavout un inosant

n'en deus ket da ouezet.

Digor frank da forzh piv endro dit,

kalon artichaod, e roez un delienn da bep hini.

Diwar eñvor ar bed, biskoazh n'eus bet ur vilin

ken darempredet ha se.

Adal Per betek Paol, en ur dremen dre Jul ha Felisian,

pok d'an holl outo

pok d'an holl outo

Doue da anavezo e re.

Laka an holl outo dindan da armoù,

laka an holl outo dindan da hoalerezh,

ken a fatiko unan outo

palefarzhet etre da zivrec'h,

eus ar re vras betek ar re vihan, ha betek ar Gorred,

pok d'an holl outo

pok d'an holl outo

Doue da anavezo e re.

Ken a zeuio ar garantez da heul,

ken a c'houlenno truez war e zaoulin

an hini gwallañ gloazet en hon touez,

gant ur gouli digor en e galon.

En gortoz d'ar pok a skoio e-barzh,

ar pok a virer evit chom gant ur blaz mat er genou,

en gortoz da gaout, e-touez kement amourouzed,

ur voualc'h wenn,

an hini a serri da zor war e lerc'h

en eur skrivañ warni "Serret betek an deiz diwezhañ

dre abeg a garantez".

Adal Per betek Paol... (h.k.a.)

Neuze da holl froudennoù,

da garantezigoù, da baotreta,

da lammoù-treuz, da rampladennoù 1

a vezo pardonet dit, rak

pa lâr ar plac'hed "Da garout a ran"

heñvel eo se hag un eil badeziant:

reiñ a ra se dezho ur galon nevez-flamm,

evel ma ziglorfent eus an ui.

1. Bez' ez eus ur c'hoari gerioù e galleg: "écart" ha "grand-écart".

See more
Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved