De quelles Amériques [Breton translation]

Songs   2024-11-28 07:08:07

De quelles Amériques [Breton translation]

Diouzh peseurt Broioù-Amerika,

o tremen dre beseurt morioù Atlantel

o kouezhañ diwar peseurt oabl

out distroet davedon hiziv d'an noz?

Arabat lârout tra, arabat komz:

Ken cheñchet on abaoe kement amzer

ma n'hellan ket da anavezout.

Amañ emaomp, dorn ouzh dorn,

evel ma n'hor befe ket a oad.

N'out distro diouzh beaj ebet.

Komz a raimp warc'hoazh.

Sell ouzh ar straed, ouzh ar vugale o redek,

Distro out. Nijal a ra an delioù kuit

du-hont, e-barzh porzh ar skol vihan.

En abeg da beseurt afer gozh

em boa kollet koun ouzhit?

Ha diwar gouzañv peseurt doan

out distroet hiziv d'an noz?

Arabat lârout tra, arabat komz:

Dont a rez eus an diaoul pellañ war da c'hiz.

Mard edo da heol du-hont...

Amañ oa chomet da skeudenn,

neizhiet e-kreiz an didrouz.

Amañ edos a-hed da ezvezañs,

ha mod-se e veven...

Sell ouzh ar straed, ouzh ar gwez o fiñval,

ouzh ar C'habellig-Ruz-mañ, bet lakaet un emgav dezhi

etre doub-deiz ha doub-noz1. Ac'h, distro out!

Pet eur eo war an horolaj chomet a-sav?

N'ouzon ket.

Biskoazh n'eus bet eur ebet.

Chom hep goulenn, mar plij...

Dre beseurt amzer tremenet on tremenet

p'edon o soñjal en deizioù a wechall-gozh,

d'ar mare ma vezes din-me?

C'hoant am boa e vefen em flas.

Ac'h! Klev an avel o vont hebiou!

N'em eus ket lâret dit e karan ac'hanout.

Da garout a ran ken-ha-ken! Da garout a ran!...

1. E galleg: "entre chien et loup", o zamvenegiñ bleiz ar c'hoad, evel-just.

See more
Serge Reggiani more
  • country:France
  • Languages:French, Italian
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Serge_Reggiani
Serge Reggiani Lyrics more
Serge Reggiani Featuring Lyrics more
Serge Reggiani Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved