La femme d'Hector [Breton translation]
La femme d'Hector [Breton translation]
E-barzh hon Tour a vBabel,
piv eo an hini gaerañ,
an hini garadekañ
e-touez gwragez hor mignoned?
Piv a vez ur vagerez wirion deomp,
ur seurezig ar beorien evidomp,
bepred war al lec'h pa vezer en droukverzh?
Piv eo ar voudig vadelezhus-se?
N'eo ket gwreg Beltram 1
na gwreg Gontran,
na gwreg Pamfil;
n'eo ket gwreg Jermeñ
nag hini Benjamiñ;
n'eo ket gwreg Enorat,
nag hini Dezirat,
nag hini Teofil,
nebeutoc'h c'hoazh hini Nestor 2
Nann ket! Gwreg Hektor 3 eo-hi.
O vezañ ma chomomp alies digor hor genoù
dirak an armel goullo,
hag hon eus d'ar peurliesañ
hol loeroù toullet ha didoullet,
piv a dalfas seurt reuzioù,
gant neudennoù a bep liv,
hag a vrod, kemenerezig dispar ma vez,
gwaregoù-c'hlav war hol loeroù?
N'eo ket gwreg Beltram...
(h.k.a.)
Pa vezomp tapet gant hon dorn er sac'h,
hag e vezomp kaset da sutal
da brizon ar Santé,
piv eo an hini a gemer skouer
diwar temz-spered ar chas feal
hag a chom a-draf dirak an nor
en gortoz ma vezimp kaset er-maez?
N'eo ket gwreg Beltram...
(h.k.a.)
Ha pa zeu unan ouzhomp da vervel,
pa vezomp urzhiet
da zijabliñ al lojeiz
diouzh restachoù e vuhez,
piv eo an hini a hej-dihej Pariz a-bezh
evit ma vo graet dezhañ, d'ar priz uhelañ,
obidoù divent,
neket broadel, nann, met hogozik?
N'eo ket gwreg Beltram...
(h.k.a.)
Ha pa teu miz Mae,
amzer karet ar garantez
pa vlejomp diwar orged
er porzhioù, direspont,
piv eo an hini he deus keuz bras evidomp,
an hini a lamm ouzhomp a-dro vriad,
a brof deomp he zeneridigezh
hag an holl allazigoù he deus espernet?
N'eo ket gwreg Beltram...
(h.k.a.)
Arabat deomp teurel hor c'halonoù
a-dammoù d'ar perc'hell,
arabat koll hor skiant
en erbed da furlukined,
arabat kanañ e yezh an doueed 4
evit ar vajaneien, ar bizhenned,
an amprevaned, ar furlukined,
ar c'holl-e-boued, ar pebrenned,
Neket evit gwreg Beltram...
(...)
met evit gwreg Hektor.
1. "Bertrand" eo an anv nemetañ e ez eus ur furm voutin evitañ e brezhoneg. Strivoù dister am eus graet evit brezhonekaat ar re all.2. Anaksibia, pe Evridis a bPilos, hervez ar mojennoù, maouezed kazi dianav anezho, bet graet anv eus o gwaz evit kaout ur glotenn nemetken.3. Da lâret eo Andromak, a oa ur skouer evit ar priedoù heg ar mammoù.4. Da lâret eo e latineg, bet meneget en eil gwerzenn araog en destenn orin: "... perdre son latin".
- Artist:Georges Brassens