Mon pote le gitan [Breton translation]

Songs   2024-12-02 05:40:14

Mon pote le gitan [Breton translation]

Ma mignon jipsian

'zo un droch a baotr:

du-c'hlaou e dalfas,

glas-neñv e selloù.

Eurioù-pad e chom

hep distagañ grik

e strad an davarn

tost d'an dommerez.

D'ar paotr-se e red

un ti-ruilh 'n e benn,

ha pa vez en hent

ne chom ken a-sav.

Dremmwelioù a flistr

diouzh e zaoulagad:

ma mignon jipsian

'zo un droch a baotr!

Ma mignon jipsian

n'eo ket ur farser.

'Barzh hon tavarnioù

n'eus den da gompren.

'Vel an holl dud-se

en deus ur gitar

unan gramennek

a sav poan-spered.

Pa grog da seniñ

e ti-ruilh boazet

a c'haloup 'n e benn.

C'hoarier ar Vuoc'h 1

a harz... netra ken:

poan hoc'h eus e-barzh.

Ma mignon jipsian

n'eo ket ur farser.

Ma mignon jipsian

'loc'has un deiz 'oa

N'oar nemet Doue

pelec'h e grak-vev

Ar paotr-se a oa

ur soner dispar:

sur e oan eus se,

en klevout a raen.

Hervez an ozhac'h

deut int d'e gerc'hat:

e werzhañ 'felle

d'ur c'hoariva meur.

Ma mignon jipsian

a zinac'has krenn:

ur kruz d'e zivskoaz

ha sachañ e skasoù.

Kavet 'm eus din-me

koll ur mignon ker

daoust m'en doa biskoazh

rannet ger ouzhin.

Lezet en deus din

darn eus e di-ruilh

ha 'barzh ma fennig

'z eus huñvre o ruilh.

E sonerezh droch

'zo chomet ennon:

pa soñjan ennañ

gwech-wech e kanan.

Te, sapre jipsian,

blaz poan-galon dit,

da sonioù ervat

'oa leun a c'hoanag.

1. "Belotenn" ne glot ket gant stumm ar werzenn.

See more
Yves Montand more
  • country:France
  • Languages:French, Italian
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.yvesmontand.com/
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Yves_Montand
Yves Montand Lyrics more
Yves Montand Featuring Lyrics more
Yves Montand Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved