Dans ma rue [Breton translation]

Songs   2024-12-16 21:58:39

Dans ma rue [Breton translation]

Me 'zo o chom en ur c'horn eus kozh vMoñmartr,

bemnoz e tistro ma zad mezv dall

hag evit magañ ar pevar ouzhomp

e labour ma mamm gaezh er c'hanndi.

Klañv on-me, rambreal a ran ouzh ma frenestr,

ha sellout tud estren o tremen.

Pa zeu an deiz da steuziñ

ez eus traoù a ra aon din un tammig.

War ma ru ez eus tud o pourmen:

o c'hlevan o chuchuiñ e-kreiz an noz.

Pa vanan kousket, luskellet gant ur randonenn

dihunet on a-daol trumm gant youc'hadegoù,

c'hwitelladoù, kammedoù o kantren, o tont hag o vont

ha neuze an didrouz a sank ar riv em c'halon a-bezh.

War ma ru ez eus spesoù o pourmen,

hag e krenañ, ha rivet on hag em eus aon.

Lâret en deus ma zad ouzhin, un deiz 'oa : "Ma merc'h,

n'out ket evit chom amañ da viken.

N'out mat da vann, a-ouenn eo ar si-mañ;

ret 'vo dit gounit da voued.

Ar wazed az kav koant a-walc'h:

n'eus dit nemet mont er-maez diouzh an noz:

kalz maouezed a c'hounid o bara

o vale war ar riblenn."

War ma ru ez eus maouezed o pourmen,

o c'hlevan o sardoniñ e-kreiz an noz.

Pa vanan kousket, luskellet gant ur randonenn

dihunet on a-daol trumm gant youc'hadegoù,

c'hwitelladoù, kammedoù o kantren, o tont hag o vont

ha neuze an didrouz a sank ar riv em c'halon a-bezh.

War ma ru ez eus maouezed o pourmen,

hag e krenañ, ha rivet on hag em eus aon.

Hag abaoe sizhunioù ha sizhunioù

n'em eus ti ken, nag arc'hant ken.

N'ouzon ket penaos en em zibab ar re all

met n'on ket bet evit kavoput patrik ebet.

Klask a ran aluzon digant an dremenidi,

un tamm bara, un nebeud a dommder.

N'em eus ket kalz a hardizhegezh koulskoude,

ha bremañ me 'zo an hini a spont anezho.

War ma ru e pourmenan bemnoz,

ma c'hlevout a reer o tifronkañ e-kreiz an noz.

Pa gas an avel e randonenn etrezek an neñv

rivet holl eo ma c'horf gant ar glav.

Met skuizh-divi on. Gortoz a ran diehan ma teuio an Aotroù Doue

evit ma fediñ d'en em dommañ en e gichen.

War ma ru ez eus aeled ouzh ma c'has:

achu eo ma gwall-huñvre da viken.

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved