Va hent [English translation]
Va hent [English translation]
Kemer a rin an hentoù glas a vouskan din an aezhenn
Ha fulennoù arc’hant ar glizh war raden an dosenn
Kemer a rin an hentoù kamm a yud din ar sparfell
Ha sklêrijenn rouz al loargann pa vez diroll an avel
Kemer a rin an hentoù kuzh ‘zañs din ar c’houer lirzhin
Ha war beg an toennoù ruz mogedoù gwenn ar frim
Kemer a rin an hentoù aour ‘gan din eon ar stered
Hag en neñvoù splann miz Here Bagadoù al laboused
Kemer a rin an hentoù koll a gont din ar vogidell
Ha tasmantoù roz ar c’houmoul e melezour ar stivell
Kemer a rin an hentoù don a lavar din va c’halon
Rak kavout a ran hoc’h hini re eeun evidon.
- Artist:Denez Prigent
- Album:Mil Hent- Mille chemins (2018)
See more