Ma liberté [Breton translation]

Songs   2024-11-28 09:58:07

Ma liberté [Breton translation]

(Poz kentañ)

Ma frankiz,

pell-amzer em eus da viret

evel ur berlezenn a briz;

ma frankiz

te 'zo an hini en deus ma sikouret

da zistagañ ma bag,

evit mont na vern da belec'h,

mont d'ar penn pellañ

hentoù chañs-dichañs

evit kutuilh en un huñvre

rod an avelioù

diwar ur barr loar

(Eil poz)

Ma frankiz

dirak da youl

e oa sentus ma ene;

ma frankiz,

dit em boa roet pep tra

ha ma roched diwezhañ

Na pegement em eus poaniet

evit seveniñ

da froudenn disterañ.

Cheñchet em eus bro,

kollet em eus ma mignoned

evit gounit da fiziañs.

(Trede poz)

Ma frankiz,

gouest out bet da zismantrañ

ma holl boazioù;

ma frankiz,

ma lakaet ez peus da garout

ma digenvez zoken.

Te am lakaas da vousc'hoarzhiñ

pa welen e oa oc'h echuiñ

un amourousted c'hwek,

te am eus goudoret

pa 'z aen da skoachañ

evit pareañ ma goulioù.

(Pevare poz)

Ma frankiz,

em eus da zilezet

un noz a viz Kerzu,

aet on hebiou d'an hentoù distro

e oamp oc'h heuliañ a-gevret.

Pa 'm eus, kuit a ziskred,

ereet ma zreid ha ma daouarn,

en em lezet da vont

hag em eus da draiset

evit ur prizon a garantez

hag e jolierez gaer.

See more
Serge Reggiani more
  • country:France
  • Languages:French, Italian
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:
  • Wiki:http://fr.wikipedia.org/wiki/Serge_Reggiani
Serge Reggiani Lyrics more
Serge Reggiani Featuring Lyrics more
Serge Reggiani Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved