Anxiété [Breton translation]
Anxiété [Breton translation]
Me 'zo 'n hini ne weler ket
Me 'zo 'n hini ne glever ket
Kuzhet emaon 'lez an daeroù
Rouanez ar reuz on-me.
Pa 'z peus c'hoant kousket
e teuan da bokat dit
Pa 'z peus c'hoant redek
ec'h an war-ruz ez kichen
Deskiñ a rez, deskiñ a ri:
da galon a glevan
Intent a rez, intent a ri
penaos 'n em voazañ
Me 'zo 'n hini ne weler ket
Me 'zo 'n hini ne glever ket
Kuzhet emaon 'lez an daeroù
Rouanez ar reuz on-me.
Amañ, dindan da vruched
e talman evit da labezañ
kerkent ha dizoloet
e strivañ evit derc'hel
Deskiñ a rez, deskiñ a ri:
da galon a glevan
Intent a rez, intent a ri
penaos 'n em voazañ
Me 'zo 'n hini ne weler ket
Me 'zo 'n hini ne glever ket
Kuzhet emaon 'lez an daeroù
Rouanez ar reuz on-me.
Kent loc'hañ kuit
ha dilezel ac'hanout
ne fell ket din mervel
hag adneveziñ pep tra
Da c'hortoz a ran, da c'hortoz a rin
en diadreñv bepred
Kai ac'hann, avat, kai ac'hann
kai dre gammdroioù, bez lorc'hus
Me 'zo 'n hini ne weler ket
Me 'zo 'n hini ne glever ket
Kuzhet emaon 'lez an daeroù
Rouanez ar reuz on-me.
- Artist:Pomme
- Album:Les failles (2019)