Tonton Nestor [Breton translation]
Tonton Nestor [Breton translation]
Eontr Nestor,
ar gaou 'oa ganeoc'h,
el lâran didro-kaer:
savet hoc'h eus
an dispac'h
e-kerzh eured Chanig.
Anzav a ran,
Eontr, hoc'h eus en em
emzalc'het evel
ur moulbenn achu,
ur pagan touet,
ur paotr diouzh ar werin.
P'edo an danvez-pried,
izel he selloù,
daeroù leizh he malvinier,
e-par lârout
"Gran"
d'an Aotroù Maer,
peseurt barrad a grogas ennoc'h,
kozh paotr fall zesket,
ma 'z out aet, divezh kaer,
d'ober ur biñsadenn
kriz e-barzh en he
moudenn kig?
O treiñ
diouzhtu-kaer
e fasatas-hi, flikflok,
ar paotr a enor,
dezhañ, dre voneur,
ur penn-dotu.
Met e-lec'h
ar "Gran" oa gortozet
youc'hal a reas "Mammig!",
ha respont a reas ar Maer
"Ket a se, ma merc'hig;
n'eo ket ar c'houlz reizh!"
P'edo ar pried nevez,
izel he selloù,
tonius he mouezh,
e-par lârout
"Doue ya!"
a-geñver d'an Tad peurbadel,
pec'hed bras eo
hoc'h eus kredet
astenn adarre
ho krabanoù
milliget
war he rontedioù.
O treiñ
diouzhtu-kaer
e vouchas-hi e fri
d'ur c'holist
a oa, dre voneur,
siferniet.
Met e-lec'h
ar "Gran" oa gortozet,
gant he c'haezh a vouezh skuizh
d'ar paotr kerniet
divarc'het holl
e lâras "Kaoc'h", siwazh!
Daoust dezhi da ober
ha dreist-ober gant
he droed da vezañ feskennek,
oc'h he fiñsat,
farser divalav,
hoc'h eus roet kerse deomp.
Rak-se, feiz,
d'ar c'hentañ gwech
'vo euredet Chanig,
anez deoc'h e raimp,
Eontr, el lâran deoc'h
didro-kaer.
- Artist:Georges Brassens