Telemakaezh lyrics
Telemakaezh lyrics
Me ar morian Telemakaezh
Maget war ar maez Santo-Domingo
Pennasket on bet war an traezh
'Bourzh al lestr Cumberland divalav
Ha me Telemakaezh, ha neuze
Gwad ha daeroù, koulskoude
War anv ar glav, war anv ma re
Ul lakez du-pod a-zoare
A lerc'h ur mizvezh yen hag hir
Gwalgaset ar vag, diaes dezhi
Ha me morian daonet hag an dir
Treuzet hon eus ar mor ledan.
Rak ar C'humberland 'zo drailhet
Etrezek Eusa e Mor-Breizh
'Bourzh ur vag gall ha me strinket
E Gorre-Leon en e greiz.
Ba' prajeier e Plouenan
Druz ha sioul, ma bag eo din
Tud dichipot gouzout mat a ran
Em eus gellet sevel ma glin.
- Artist:Dom Duff
- Album:Roc'h
See more