Straed an Amann lyrics
Straed an Amann lyrics
En ur gêr bennak, e-kreiz ar straed
'Lec'h red an dud, n'ouzon ket perak
Ar paotr Lannig e-unan penn
Nec'het, mut, lent un tammig
Kollet gantañ blaz e zouar,
Beuzet e-touez c'hwezh ar c'holtar
Ne welan ket traezh amañ,
E-kreiz ar betoñs ema amañ.
'Vel ur bramm pounner e-touez an avel
tonioù, kanaouennoù 'kreiz ar gouel
Ur c'hlan, ur meuriad o riboulat
Deus Chaina, Breizh, ivez Afrika
Dav da Lannig kanañ ganto
Taboulinañ, seniñ, 'maint atav bev
"Ur banne deomp-ni 'raio ket 'boan,
Gant un dorzh bara, ur begad amann"
Klask a ran Straed an Amann,
Kaer 'm eus gounit ma c'hoant
Klask a ran straed an amann
Kaer 'm eus, ne ran ket van!
Ranndioù goudorus e-kreiz an tourioù
Ken sioul hag o zi en o menezioù
Dre bouez-mouezhioù pounner, kant bro, kant giz
Ken tomm etrezo yezhoù iskiz
Blaz an amann a zeu en-dro
D'ar paotr ar soñj gwellañ eus ar vro
War an hent mat emaon amañ,
Setu Yannig en e vleud bremañ!
Klask a ran Straed an Amann,
Kaer 'm eus gounit ma c'hoant
Klask a ran straed an amann
Kaer 'm eus, ne ran ket van!
- Artist:Dom Duff
- Album:Straed an amann