Le mouton de Panurge [Breton translation]
Le mouton de Panurge [Breton translation]
N'eus ket a bluñv c'hoazh d'ar saezh
tonket da doullañ he flankenn,
ha ne vez enaouet tra en he c'halon
pa 'n em ro d'hec'h amourouzed.
Goap a ra eus ar gondolennoù,
eus ar bleuñv glas, eus komzoù karantezus
ar Gwenered mod-kozh
a c'hoari daou dre garantez.
Arabat krediñ kennebeut
e zev an diaoul he c'horf:
ne sav ket uheloc'h eget an estaj kentañ,
he neñv uhelañ -- ha c'hoazh...
Morse ne vez langourus
en ur dremen dindan Pont an Huanadoù,
hag e sell evit ouzh loened iskis
ouzh ar re a c'hoari daou evit o flijadur.
Arabat krediñ e vez war werzh:
pa 'z eo bet kaset war he c'hein
n'eo ket ret ober dispign
eus ur manifik a brofig bihan 1.
Kent mont d'ar jabadao 2
ne ginnig ket un diviz.
Ne denn e mod ebet d'ar plac'hed kaer hewerzh
a c'hoari daou evit ar gounid.
Neuze, perak en em ro-hi
kuit a galon, kuit a c'hounid, kuit a blijadur?
Mar ne dalv ket ar boan ar garantez,
perak e c'hoari a-leizh?
Mar gell den-pe-zen, didro kaer,
he skoazellañ o tibrennañ he brozh,
en abeg eo se ma c'hoant he deus da vezañ a-feson,
ha m' eo ar c'hiz evel-se, ha ma vez-hi snob.
Hogen cheñch a ra ar gizioù hag ar merc'hed.
Un deiz a vo, marteze, en hec'h askre noazh
en em sanko, evit he buhez-pad,
ur saezhig vihan dianket.
Ne welor nemeti ken e gondolenn,
mont a ray d'he zro da c'hoari
ar Gwenered mod-kozh,
ar re a c'hoari daou dre garantez.
1. "Petit cadeau" a reer eus ar gopr a baeer d'ur plac'h voutin.2. E galleg: "en bacchanale".
- Artist:Georges Brassens