Koat an Noz lyrics
Koat an Noz lyrics
Kloz an deiz sioul an noz
Kost ar c'hoad Koad an Noz
Kraz e-kreiz piv a oar
Kefioù kuzh dindan 'n traezh
E Toull al Lakez e penn all
'Ma toull ar c'hoad, an hent-dall
Loan ar floc'h a zour e gorf
Ar poull zo toull, prennet an nor!
Piv 'ta glever yud al loar
A-zioc'h d'ar gern, 'barzh avel barr
Piv 'ta oar Koad an Noz
E viran mat en ma boz
Troad ar marc'h war an draezhenn
Lusk e dreid, 'lein ar c'hoad
Hag a-wechoù pikoù merglet
Liv al lec'hid gant ludu sall deuet
Betek Gwinirvit plaenn ha splann
Pleg-mor ar C'hernig gwechall lann
Un nor all stanket: ode vri ar roz
Ur riboul all. Un daol-vaen 'vit lod,
Kloz an deiz sioul an noz (...)
- Artist:Dom Duff
- Album:K'kwll (Kercool)
See more