Son faro [French translation]
Son faro [French translation]
An dour a red 'lec'h ma kav plas,
An heol a bar war gorfoù noazh,
An tan a lip keuneud en oaled,
Ma kanan daoust hag e vin klevet ?
Laro pep hini pezh a garo
A-bouez penn ni a gano
Ker buan ha ken dillo,
Non de Distag, ur son faro.
Strakomp gerioù, n'eo ket diaez
Gerioù Breizh kavet alies
Gant ur Z pe e vreur H
Pe gant CH ha C skrab H.
Laro pep hini pezh a garo (...)
Kanet em eus gant nerzh a-viskoazh
Dindan al loar, gerioù e-noazh
Kanomp anezho, tro kein ur c'hleuz,
War un ton fromus pe ur bern reuz.
Laro pep hini pezh a garo (...)
Kemer ur c'herienn, an hini a gari
Peg ur penn pe ul lostig outi
'Vel un anduilhenn 'toull ar siminal
'Us ar c'hef derv, e kano raktal.
Laro pep hini pezh a garo (...)
Kanañ a rin ur yezh a garan,
Tra ma chomo un tamm alan,
Alan ennon da ganañ dillo
Ha nerzh da embann sonioù faro !
- Artist:Dom Duff
- Album:Lagan