Quatre-vingt-quinze pour cent [Breton translation]

Songs   2024-11-24 12:40:59

Quatre-vingt-quinze pour cent [Breton translation]

Daoust d'ar vaouez da gaout enni kement zo ret

evit sevel c'hoant eus c'hoarioù orgedus,

da enaouiñ ennomp kement a santadoù feuls,

ur galon tener 'zo dezhi dreist-holl.

Baleadennoù hir dorn-ouzh-dorn,

bleunioù, lizheroù-glizh, sonennoù karantezus,

torfedoù, troioù diboell a reer evit he daoulagad kaer

kement-se a zegas joa dezhi, met...

Pemzek gwech ha pevar-ugent dre-gant

e kav ar vaouez an amzer hir tra m'emañ o fouzhañ.

Pe en anzavo-hi, pe ne lâro grik,

n'eo ket pemdez e vez laouenaet he divfeskenn!

Ar paourkaezh paotred a gred

ar c'hontrol, doganed 'zo outo.

Pa vez koulz d'ar c'horfoù da ebatal,

alies e vez trist, siwazh dezhi!

Pa ne glev ket he c'halon o lammat

ne drid ket he c'horf kennebeut.

Nemet ma kar ur gwaz gant teneridigezh,

kizidig neuze ouzh e allazigoù bepred,

a-du bepred, techet bepred da gaout esmae,

hiramzeriñ a ra en dic'houzoud dezhi hec'h-unan.

Peotramant, p'he deus ezhommoù mac'homus,

pa vez taget diehan gant droug Santez Katell,

hi eo neuze an hini a laka hec'h amourouzed

da dremen momedoù garv.

Pemzek gwech ha pevar-ugent dre-gant

e kav ar vaouez an amzer hir tra m'emañ o fouzhañ.

Pe en anzavo-hi, pe ne lâro grik,

n'eo ket pemdez e vez laouenaet he divfeskenn!

Ar paourkaezh paotred a gred

ar c'hontrol, doganed 'zo outo.

Pa vez koulz d'ar c'horfoù da ebatal,

alies e vez trist, siwazh dezhi!

Pa ne glev ket he c'halon o lammat

ne drid ket he c'horf kennebeut.

He "muioc'h!", he "dreist eo!", he "dalc'h ganti!"

a youc'h evit ober neuz da bignat d'an neñv,

ne vez kement-se nemet a-druez; huanadoù an aelez

ne vez d'ar peurliesañ nemet gevier truezus.

N'eo nemet evit ma kavo d'he c'heneil

e vez un amourouz dispar,

bete-goût n'en devo ket kerse ar fougaser a gilhog droch

'zo pignet warni.

Pemzek gwech ha pevar-ugent dre-gant

e kav ar vaouez an amzer hir tra m'emañ o fouzhañ.

Pe en anzavo-hi, pe ne lâro grik,

n'eo ket pemdez e vez laouenaet he divfeskenn!

Ar paourkaezh paotred a gred

ar c'hontrol, doganed 'zo outo.

Pa vez koulz d'ar c'horfoù da ebatal,

alies e vez trist, siwazh dezhi!

Pa ne glev ket he c'halon o lammat

ne drid ket he c'horf kennebeut.

Klevout a ran o vont en-dro displegadurioù

ar re a sav kestell war enez Siter,

"Abalamour eo ma n'out nemet ur paotr dizampart

ha dornet fall e chom bepred difrom".

Bez' e c'hell bezañ; hogen mard oc'h skuizhet gant begadoù

ar "gwelet-peus-penaos-e-fouzhan" a baotred-se,

Itronezed, tra m'o lezit da gemer plijadur diwar ho koust,

kanit e-kreiz ho kalonoù...

Pemzek gwech ha pevar-ugent dre-gant

e kav ar vaouez an amzer hir tra m'emañ o fouzhañ.

Pe en anzavo-hi, pe ne lâro grik,

n'eo ket pemdez e vez laouenaet he divfeskenn!

Ar paourkaezh paotred a gred

ar c'hontrol, doganed 'zo outo.

Pa vez koulz d'ar c'horfoù da ebatal,

alies e vez trist, siwazh dezhi!

Pa ne glev ket he c'halon o lammat

ne drid ket he c'horf kennebeut.

See more
Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved