Marinette [Breton translation]
Marinette [Breton translation]
Pa ziredis da ganañ ma c'hanennig ouzh Marinaig,
aet e oa an dreitourez a goantenn d'an opera.
Gant ma c'hanennig, tres ur penn-klouk em boa.
mammig,
Gant ma c'hanennig, tres ur penn-klouk em boa,
Pa ziredis da zegas ur podad moutard da Varinaig,
achuet he doa an dreitourez a goantenn koaniañ dija.
Gant ma fodig, tres ur penn-klouk em boa,
mammig,
Gant ma fodig, tres ur penn-klouk em boa.
Pa brofis ur marc'h-houarn da Varinaig evit Kala-bloaz,
prenet he doa an dreitourez a goantenn ur c'harr-tan.
Gant ma beloig tres ur penn-klouk em boa,
mammig,
Gant ma beloig, tres ur penn-klouk em boa.
Pa ziredis fromet holl d'am emgav gant Marinaig,
edo ar goantenn o lârout "Sod on ganit" d'ur c'hozh chon a boke dezhi.
Gant ma bokedig bleuñv, tres ur penn-klouk em boa,
mammig,
Gant ma bokedig bleuñv, tres ur penn-klouk em boa.
Pa ziredis da darzhañ hec'h empenn dister da Varinaig,
marvet he doa ar goantenn gant ur sifern dizonest.
Gant ma fistolennig, tres ur penn-klouk em boa,
mammig,
Gant ma fistolennig, tres ur penn-klouk em boa.
Pa ziredis, teñval ma fenn, d'an obidoù Marinaig,
dasorc'het oa an dreitourez a goantenn dija.
Gant ma c'hurunennig, tres ur penn-klouk em boa,
mammig,
Gant ma c'hurunennig, tres ur penn-klouk em boa.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Chanson Pour L'Auvergnat