La Foule [Breton translation]

Songs   2024-12-22 17:11:10

La Foule [Breton translation]

Adwelout a ran ar gêr oc'h ober fest, diroll tout,

o verranalañ dindan an heol hag al levenez,

hag e-kreiz ar sonerezh e klevan youc'hadegoù, c'hoarzhadegoù

o tarzhañ hag oc'h adlammat en-dro din.

Ha dianket e-touez an dud-se am bount-divount,

badaouet, divarc'het e choman war al lec'h.

A-greiz-holl e troan, kilañ a ra-eñ

hag e teu an engroez d'am stlepel etre e zivrec'h.

Kaset war-raok gant an engroez hag hor sach

ha disach gantañ

gwasket an eil ouzh egile,

n'eus nemet ur c'horf nemetken ouzhomp,

hag al lañs distriv-kaer

hor c'has war-raok, ereet an eil ouzh egile,

gwenvidik, mezvet hag eürus.

Kaset war-raok gant an engroez a gemer herr

hag a zañs

ur jabadao diroll,

e chom soudet hon dornioù.

Ha choupet a-wechoù

hon daou gorf liammet a zibrad

hag a gouezh o-daou

gwenvidik, mezvet hag eürus.

Hag al levenez strimpet diwar e vousc'hoarzh

am zreant hag a saflik e don ma ene.

Hag a-greiz-holl e laoskan ur c'hri e-touez ar c'hoarzhadeg

kerkent hag eo diframmet diwar ma divrec'h gant an engroez.

Kaset war-raok gant an engroez hor sach

ha disach gantañ

hag hor pella an eil diouzh egile.

Strivañ a ran ha difretañ,

met mouget eo

trouz e vouezh e-barzh c'hoarzhadeg ar re all

hag e krian diwar boan ha fulor hag araj.

Hag e ouelan

Kaset war-raok gant an engroez a gemer herr

hag a zañs

ur jabadao diroll,

disachet on pelloc'h

hag e reudan ma daouzorn en ur vallozhiñ an engroez hag en deus laeret diganin

ar gwaz en doa roet din

ha n'am eus adkavet biskoazh.

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved