La ballade des gens qui sont nés quelque part [Breton translation]

Songs   2024-12-02 09:40:09

La ballade des gens qui sont nés quelque part [Breton translation]

Plijus int, gwir eo, an holl barrezioù bihan-se,

ar bourc'hioù, an trevioù, al lec'hioù distro, ar c'heodedoù,

gant o c'hestell-kreñv, o ilizoù, o zraezhennoù.

Ur si hepken 'zo dezho: bezañ annezet eo se,

hag annezet gant tud a sell

ouzh ar re all gant dispriz diwar-laez o ramparzhioù,

gouenn ar garourien o zamm vro, dougerien kokardennoù,

ar c'henaoueien eürus 'zo bet ganet lec'h bennak.

Ra vo milliget ar vugale o mamm-vro-se

peuliet ur wech a oa ha pell-mat 'zo war o c'hloc'hdioù,

a ziskouez deoc'h o zourioù, o mirdioù, o ziez-kêr,

hag ho laka da sellout ouzh o bro c'henidik ken ma teuot da luchañ.

Pe vezent-i genidik eus Pariz, pe eus Rom, pe eus Sète,

pe eus ar penn pellañ eus ar bed, pe eus Zanzibar;

pe eus Montcuq 1 memes, fouge a reont gant se, gast!

ar c'henaoueien eürus 'zo bet ganet lec'h bennak.

An traezh ma sank ennañ al lotrused

o fenn kizidik, ne vo kavet hini ebet finoc'h egetañ;

Evit a sell ouzh an aer implijet ganto evit c'hwezhañ o soroc'helloù;

o c'hlogor soavon, ur c'hwezhadenn Doue eo se.

Hag a nebeudoù e krogont da lakaat sorc'hennoù

en o fenn, ken ma kredont e vez an abon laosket

gant o c'hezeg, ha gant ma vefent eus koad, a sevel gwarizi en holl,

ar c'henaoueien eürus 'zo bet ganet lec'h bennak.

N'eo ket ul lec'h boutin 2 an hini ma 'z int bet ganet ennañ.

Keuz o deus a-galon evit ar baotredigoù droukchañsus,

ar baotredigoù ampart-fall n'o deus ket bet ur spered lemm,

lemm a-walc'h evit dont war an douar er memes bro hag i.

Pa son ar c'hloc'h-tan a-us d'o eürusted disonn

en enep d'an estrañjourien, gouez pe c'houezoc'h an holl outo,

e sailhont er-maez eus o zoulloù evit mervel er brezel,

ar c'henaoueien eürus 'zo bet ganet lec'h bennak.

Ma Doue, na mat e vefe bezañ war douar ar mab-den

ma ne vefe ket kavet warnañ ar ouenn displijus-se,

ar ouenn arabadus-se 'zo puilh e pep lec'h:

ouenn an dud eus tro-war-dro, an dud eus an terouer.

Na mat e vefe ar vuhez e pep koulz

ma n'ho pefe3 ket tennet an holl veulkeed diouzh netra

a vez marteze ar brouenn n'eus ket ouzhoc'h:

ar c'henaoueien eürus 'zo bet ganet lec'h bennak.

1. Brudet eo ar barrez-se evit hec'h anv fentus, a vez distaget evel "mon cul" (toull ma revr)".2. E galleg, "un lieu commun", a dalv d'ar peurliesañ kement hag ur gomz treut.3. Ouzh Doue e komz.

See more
Georges Brassens more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Singer-songwriter
  • Official site:http://www.georges-brassens.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/George_Brassens
Georges Brassens Lyrics more
Georges Brassens Featuring Lyrics more
Georges Brassens Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved