Klask ar wagenn lyrics
Klask ar wagenn lyrics
Brav an amzer, fall an traoù
Berr an alan, kraz ar peuriñ
Kan ar vran ne lar ket gaou
Pa vez skubet youl an ti
Na ti na tra.
N'eus netra, na ti na tra
Nemet ludu daeroù sec'h
Barzh e sac'h ler
Gant gwerz e bouzelloù, liv e zremm
Ur roched lien war e groc'hen
Barrek d'ober kig sall gant pesk
Gouest da zaeañ ar seizh ejen
Dastumañ bezhin an tu all, ha kement all
Kaout ha bezañ, Kaout 'zo dister
Hanter nec'hek
Kredin 'ra ar bed a dro
Ar bed a dro deus an tu fall
An tu arall, war an tu all
Abaoe pell zo,
Da bep hini e-kreiz ar bed
Hag e neizh, hei!
Klask 'ra e wagenn,
Amzer glouar d'ouz ar beure
Aet ponner, ponner kreisteiz
Keloù brav, da ziwall e gred
Amzer tomm, diwall d'an arnev
Lommoù karantez war e benn
Bilh bilh, 'vel ar glav
Distanet e spered, hiziv.
Paouezet ar vouestijenn,
E wagenn 'zo erruet,
Ober kof moan 'kreiz ar goañv.
A-wechoù oa roet dezhañ,
N eus ket c'hoant ken treiñ e gein
Skoet eo bet gant an Awen,
Hei 'tav, bev en-dro.
Kredin 'rae ar bed a droe,
A droe deus an tu fall
An tu arall, war an tu all
Abaoe pell zo,
Da bep hini e-kreiz ar bed
Hag e neizh, hei!
Kest e wagenn, graet!
- Artist:Dom Duff
- Album:K'kwll (Kercool)