Ha deoc'h lyrics
Ha deoc'h lyrics
Muzik Zeppelin 'strink ha "Stirling",
Komzoù Abernot 'stok ha "Storlok",
"O Jezuz alato" a lavar Chan ar C'hanig,
Ur c'han hag e ziskan etre Grall hag ar Milig.
Ar paotr amañ dirazoc'h
A grog da gontañ deoc'h
Mennozhioù en e spered
Deuet en un taol souden,
Soñjoù ken brav, ken kaer
Deus amzer e oad krenn
Fardet 'vel ur mell rata,
Hep tamm silzig, hep banne soubenn.
Ha deoc'h tud eus ar c'hoadioù
Ha deoc'h tud eus ar c'hêrioù
Donemat amañ; e-pad ur pennad 'vin o kanañ
Gant ma vo amzer da fringal,
Farsal pe da ouelañ.
'Vel ur marc'h o karnata, atav atav bev
'Vel ur marc'h o karnata, atav atav bev
'Vel ur marc'h o karnata, atav atav bev
'Vel ar rimadell amañ
Desket ugent vloaz bremañ.
"Fañch pemp logodenn en e vañch,
Dek en e veg, roet hini 'bet d'e wreg.
Paol rampet war an daol
a zreb kig ha kaol,
An daol 'zo toull, Paol pilet barzh an toull
An daol a winte, Paol a strinke.
Charlez ar c'hlapez, o goapat e-kreiz Kemper
Dirak kouerien souezet, un tammig mantret
Marc'harid ar plac'hig peget ouzh he mammig,
'C'hell ket dont 'benn d'bakañ lost 'n Erminig"
Ha deoc'h tud eus ar c'hoadioù
Ha deoc'h tud eus ar c'herioù
Donemat amañ e-pad ur pennad 'vin o kanañ
Gant ma vo amzer da fringal,
Farsal pe da ouelañ.
- Artist:Dom Duff
- Album:Straed an amann