Brave Margot [Breton translation]
Brave Margot [Breton translation]
Gaidig, ur vesaerez yaouank,
o vezañ kavet ur bisig er geot
kollet gantañ e vamm nevez-zo,
a berc'hennas anezhañ.
Damzigeriñ a reas he brennidenn
hag astenn ar bisig en hec'h askre:
n'he doa ar paour-kaezhig
nemet se da dorchenn.
O soñjal e oa-hi e vamm
e krogas ar bisig d'he denañ hardizh.
Gaid, fromet holl, e lezas d'ober,
Bravat Gaid!
Un troc'her-buzhug o kantreal tro-war-dro
hag o kavout iskis-kenañ seurt arvest
a yeas da gontañ an afer d'an holl,
ha d'an deiz war-lerc'h...
Pa zibrenne Gaid he c'horfenn
evit reiñ bronn d'he bisig,
edo an holl wazed, an holl wazed eus ar vro
war al lec'h, tra-bedi-beda
war al lec'h, tra-bedi-beda
Gaid avat, o vezañ didro ha fur-meurbet,
a gave dezhi e oa evit gwelout he bisig
m'edo an holl wazed, an holl wazed eus ar vro
war al lec'h, tra-bedi-beda
war al lec'h, tra-bedi-beda
Ar mestr-skol hag e ampouailhed,
an aoutrou maer, ar sakrist, ar glaouaer
a zileze o micher krenn-ha-krak
evit gwelout kement-se.
Paotr al lizhiri, kustum da vezañ ken prim,
evit gwelout se ne zezouge ken
al lizhiri, na vijent ket bet lennet
gant den, forzh penaos.
Evit gwelout se, Doue d'o fardono,
e-kerzh an oferenn santel e tilez ar golisted
al lec'h sakr.
An archerien, an archerien ivez,
genaoueien ma 'z int evit boaz,
'zo dedennet gant koantiri
an arvest kaer-se.
Pa zibrenne Gaid he c'horfenn...
Hogen ar maouezed all eus ar barrez,
o tioueriñ o gwazed hag o amourouzed
a vernias droukrañs
gant pasianted.
Hag un deiz a oa, mezvet gant fulor,
e krogjont e bizhier
hag ec'h aberzhjont gant feulster
ar bisig.
Goude daeroù puilh, ar vesaerez
a zimezas d'ur gwaz bennak evit kaout frealz;
hag a-benn neuze ne ziskulias he doare-vat
nemet dezhañ hepken.
Tremen a reas an amzer war an eñvorioù,
disoñjet e voe an darvoud.
Ar c'hozhidi nemeto a gont c'hoazh
d'o bugale vihan:
Pa zibrenne Gaid he c'horfenn...
- Artist:Georges Brassens