Mulher de 40 [Breton translation]
Mulher de 40 [Breton translation]
Ur mousc'hoarzh kaer,
neuz an hini a oar
un tammig eus ar vuhez,
anat ar garantez dezhi,
hag a vag ur boan
miret kuzh
Dre skiant-prenet
e oar an diforc'h
etre karantez ha froudenn,
ar pezh a zo gwirionez,
pe ur chañs o tremen,
pe un touell nemetken.
Yaouank a-walc'h eo-hi
neket kement hag en diagent, koulskoude,
met ken koant eo-hi.
Ur vaouez eo
a oar petra 'fell dezhi
hag he deus feiz er garantez.
N'houllan gouzout tra
eus he buhez, eus hec'h istor,
nag eus hec'h amzer a voe.
Maouez a zaou-ugent vloaz
ne fell din-me
nemet bezañ da garedig
Ne vern ket an oad,
an eürusted
'arruo un deiz a vo,
mar bev eürus
pe mard he deus spi
da rankontriñ unan all bennak.
Mar deu da zistrañsiñ,
e tired un deraouenn
tra m'he deus soñj eus an amzer a-wechall.
He selloù diseblant
a dro evit ur frapadig
war-zu un amzer alaouret.
Kempenn a ra livaj he dremm,
kalonek a-grenn,
ar vaouez kaer-se
ne vez ket ur plac'h yaouank ken
met plijout a ra d'an holl
hag en deus ma hoalet
N'houllan gouzout tra
eus he buhez, eus hec'h istor,
nag eus hec'h amzer a voe.
Maouez a zaou-ugent vloaz
ne fell din-me
nemet bezañ da garedig
Kempenn a ra livaj he dremm,
kalonek a-grenn,
ar vaouez kaer-se
ne vez ket ur plac'h yaouank ken
met plijout a ra d'an holl
hag en deus ma hoalet
N'houllan gouzout tra
eus he buhez, eus hec'h istor,
nag eus hec'h amzer a voe.
Maouez a zaou-ugent vloaz
ne fell din-me
nemet bezañ da garedig
- Artist:Roberto Carlos