Mamma [Breton translation]

Songs   2024-11-16 18:41:11

Mamma [Breton translation]

Mammig karet

1

Setu ho mab, Mammig karet

Deuet eo en- dro d'e gavell

Divrec'h davedoc'h astennet

Ha karantez en e sell!

Mammig! n'am eus ket ho tisoñjet

Em c'halon 'm eus ho talc'het!

Diskan

Mammig! evidoc'h eo 'm eus skrivet ar sonenn-mañ

Mammig! 'dalek hiriv ne vioc'h ket ken hoc'h unan

M'en deus pouez ar bloavezhioù

Treset war ho tremm roufennoù

Ha lakaet war ho plev alaouret

Adskedoù sklaer argantet

Mammig! a-holl- viskoazh 'mañ ho skeudenn em spered

'vel an deiz kentañ ma tamwelis ho tremm ken karet !

2

Allaz! un deiz eus miz Even

'voe ret din kuitaat ma neizh

Da glask labour 'n ur vro estren

Na gomprenen ket ar yezh

Kenavo ma bro, ma mignoned

Ma breudeur ma c'hoarezed!

3

Penaos bevañ en ur gêr vras

P'oc'h bet war ar maez savet

Gwashoc'h c'hoazh 'vit un harluad

Ne vern p' lec'h eo bet ganet

O pegen tenn eo kleñved ar vro!

Bloavezhioù hep dont en-dro!

4

Graet eo ma soñj o ma Mammig!

Kemer 'ran hent an distro

Hent ar c'huzh-heol, hent ma c'hêrig

Hent ma zi, ma zud, ma bro

Kenavo deoc'h kêrioù dizenel

Kenavo da virviken!

Loeiz Gwilhou / Ploeneg Mae 2019

See more
Luciano Pavarotti more
  • country:Italy
  • Languages:Italian, Neapolitan, English, Latin, Spanish
  • Genre:Opera
  • Official site:http://www.lucianopavarotti.com/
  • Wiki:http://it.wikipedia.org/wiki/Luciano_Pavarotti
Luciano Pavarotti Lyrics more
Luciano Pavarotti Featuring Lyrics more
Luciano Pavarotti Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved