Les trompettes de la renommée [Breton translation]
Les trompettes de la renommée [Breton translation]
Edon o vevañ en distro eus al lec'hioù boutin,
seder, arvestus, teñval, karer traoù diwar ar maez
o nac'hañ paeañ he zruaj d'ar c'hloar,
war ma zammig lore e oan kousket evel ur broc'h.
Reiñ a reas da intent tud a guzul mat din
e oa ret din rentañ kont da Yann er straed
ha kuit a veuziñ en ankouaedenn zu
e oa ret lakaat dindan sklerijenn an heol ma disterañ sekredoù.
Trompilhoù
ar vrud
na fall
oc'h c'hwezhet 1.
Daoust hag eo ret din, evit talañ ouzh ezhommoù ar bruderezh,
treiñ ma c'hein d'an elevez ordinalañ
ha disklêriañ gant piv hag e pe zoare korf
en em strinkan en debordamant hag en avoultriaj?
Mar embannan o anvioù, pet Penelop
a dremeno diouzhtu da Vari-faoutenn touet?
Pet mignon ker a sello a-gorn ouzhin,
pet tenn pistolenn a resevin.
Kontrol eo ma zemz-spered ouzh pep diskouezadur;
pa vez a-wazh din un uvelezh mod kleñved
ne ziskouezan ma memproù engehentañ
da zen, nemet ma gwreg ha ma medisin.
Ha ret eo din, evit magañ kaoz d'ar c'hazetennoù lous,
seniñ an daboulin gant ma izili gourel,
ha ret eo din o vantañ uheloc'h a-wel d'an holl
par d'ur c'holist o tougen Sakramant an Aoter2.
Un itron a-feson, hag am lez alies
da c'hoari ma seizh plijadur e-barzh he zitloù noblañs,
he deus treuzkaset din dre-zindan, war he bank gourvez seizek,
amprevaned diouzh ar ouenn izelañ
War zigarez ober trouz ha war-sin bruderezh
daoust hag em eus droed da saotrañ enor an itron-se
hag embann war ar groaz, war don Tor-e-benn,
"lezet he deus din an Itron Varkizez laou-faraon"!
Doue ra vo meulet, ur vignoniezh sonn 'zo din
gant an Aotroù Duval3, ar sae-du a gan,
Eñ, ar c'hatekizer4 ha me an istrogell.
Ma lezel a ra da lârout "Kaoc'h"; me 'lez anezhañ da lârout "Amen".
Pa vezan e peoc'h gantañ, daoust hag eo ret din skrivañ er c'hazetennoù
em eus e zesouchet, d'un abardaez a oa, war varlen ma c'haredig
o kanañ gwerzennoù gant e vouezh velus
tra m'edo-hi o klask laou en e gern-douz.
Piv, jarnidiaoul! eo ret din e kouskfen gantañ
evit lakaat da gaozeal un tammig an doueez he c'hant beg
Ha ret eo d'ur vaouez vrudet, un esparadenn, ur stereden
dont da erlec'hiañ ma gitar entre ma divrec'h?
Evit isañ ar bobl hag ar brizh-kazetterien
piv 'ampresto din he c'hrouzell vrudet,
piv am lezo d'ober "in naturalibus"
ur c'hrogad pignadenn war he menez-mitaou 5
Daoust hag uheloc'h e tregernfe an trompilhoù selestiel-se
mar befe un tamm kizidik ma revr, evel pep hini,
mar frejfen ma divgroazell evel ur bompinell,
hag e kemerfen a-daol-trumm doareoù a c'hazelenn.
Hogen n'ouzon ket e o mad d'al lamponed-se
c'hoari ar garantez en ur eilpennañ ar perzhioù,
nag e tegasfe an disterañ tammig kresk d'am gloar:
N'eo ket ampletus ken hiziv ar c'hrim a genrevelerezh.
En diwezh an enselladenn-mañ diwar-benn ar c'hant ha kant korfigell
a c'hounid deoc'h hep mank evezh ar c'hazetennoù,
gwell eo din derc'hel ouzh ma doare kentañ
ha skrabat ma sac'h-boued6 en ur ganañ ma sonennoù.
Mar plijont d'ar selaouerien, o zispakañ a ran hepdale;
mar ne blijont ket dezho, o c'hlenkañ a ran em gitar.
O nac'hañ paeañ he zruaj d'ar c'hloar,
war ma zammig lore e vanan kousket evel ur broc'h.
1. Pe: na lous e komzit.2. Ar veleien nemeto a c'hell dougen sakramant an Aoter!3. Ur beleg a oa brudet d'am amzer-se evit e ganaouennoù deol.4. Faziañ a ra adarre an Aozer en abeg d'e gasoni ouzh ar c'hloer: "catéchiste" (katekizer) e c'hell bezañ ur beleg, neket "catéchumène" (katekiziad).5. Diasur eo an droidigezh. E galleg: "Mont de Vénus".6. E galleg: "me frotter le ventre", a dalv kement ha chom hep debri.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Les trompettes de la renommée