Les Amants d'un jour [Breton translation]

Songs   2024-11-17 19:52:30

Les Amants d'un jour [Breton translation]

Me 'dorch gwerennoù

e strad an davarn.

Re am eus d'ober

evit rambreal.

'Barzh al lec'hienn-mañ

boutin, ur skrij eo,

me 'gred din gwelout

o-daou oc'h erru.

Erru a rejont

o vont dorn ha-dorn,

bamet holl o neuz,

par da zaou aelig

o tegas an heol.

Goulennet o deus

trankil o mouezhioù

un doenn e kêr

'vit en em garout.

Soñj am eus ivez

o deus sellet pizh

bihan o c'halon

ouzh ar gambr otel

disliv he faper,

ha pa 'm eus serret

an nor war o lerc'h,

kement heol a oa

en o daoulagad

ma 'm boa poan-galon,

ma 'm boa poan-galon!

Me 'dorch gwerennoù

e strad an davarn.

Re am eus d'ober

evit rambreal.

'Barzh al lec'hienn-mañ

boutin, ur skrij eo,

souchet korf ouzh korf

e kavjod ane.

Kavet ez int bet

dalc'het dorn-ha-dorn

serret o daoulagad

war-zu deizioù all

beuzet holl en heol.

Gourvezet int bet

a-gevret, sioul

'n ur gwele toullet

e kreizig kreiz-kêr

Ha soñj mat 'zo din,

serret 'm eus en-dro

war-dro tarzh an deiz

dor ar gambr-otel

karidi un deiz.

Met sanket o deus

e strad ma c'halon

un tamm eus o heol

ha kement a zoan

ma 'm eus poan-galon,

ma 'm eus poan-galon!

Me 'dorch gwerennoù

e strad an davarn.

Re am eus d'ober

evit rambreal.

'Barzh al lec'hienn-mañ

boutin, ur skrij eo,

ez eus c'hoazh er-maez

ur gambr da feurmiñ.

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved