Le tue parole [Breton translation]

Songs   2024-05-03 05:48:33

Le tue parole [Breton translation]

Lec'h ma teu an heol da vervel

lec'h ma tav an avel

aze emañ holl gomzoù

an neb 'zo bet e karantez

ha n'eus ket ankouaet

kement 'zo bet

Gortoz a rin ar c'huzh-heol

ha ret eo ivez d'an avel tremen kuit

ma lezel a rin da vezañ kaset

d'al lec'h ma stivell ar c'homzoù

Klask a rin da gomzoù:

o addegas dit a fell din

Direizh eo d'ur vaouez

dre aon na vefe faziet

bezañ berzet ouzh magañ karantez

ha bezañ rediet da gaout he gwalc'h

gant an hevelep istor bepred

gant ur vuhez a huñvreoù

Lec'h ma teu an heol da vervel

lec'h ma tav an avel

em eus kavet kement a dud

pere 'barzh ur mor a gomzoù

hag e-kreiz seurt stlabez

a vag c'hoazh spi eus ur garantez

Direizh eo d'ur vaouez

dre aon na vefe faziet

bezañ berzet ouzh magañ karantez

ha bezañ rediet da gaout he gwalc'h

gant an hevelep istor bepred

gant ur vuhez da vezañ disoñjet

Ha bezañ rediet da gaout he gwalc'h

gant an hevelep istor bepred

gant ur vuhez da vezañ disoñjet

See more
Andrea Bocelli more
  • country:Italy
  • Languages:Italian, English, Spanish, Neapolitan+11 more, French, Latin, German, Portuguese, Chinese, Sicilian, Russian, Other, Hebrew, Greek, Italian (Roman dialect)
  • Genre:Classical, Opera, Pop
  • Official site:http://www.andreabocelli.com
  • Wiki:https://it.wikipedia.org/wiki/Andrea_Bocelli
Andrea Bocelli Lyrics more
Andrea Bocelli Featuring Lyrics more
Andrea Bocelli Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved