La complainte des filles de joie [Breton translation]
La complainte des filles de joie [Breton translation]
Daoust d'ar pennoù-chatal a vourc'hizien
(div wech)
d'ober Plac'hed a blijadur outo,
(div wech)
n'eo ket pemdez e c'hoarzhont,
e feiz, e feiz!
n'eo ket pemdez e c'hoarzhont.
Rak memes gant pavioù garan
(d.w.)
monedonea a-hed ar straedoù
(d.w.)
a skuizh ar gwerzhidoù.
(...)
N'o deus ket kraoñ hepken
(d.w.)
ha kaledennoù, met ouzhpenn-se
(d.w.)
marzhus eo pegement botez e uzont.
(...)
Bez' ez eus pratikoù, bez' ez eus loustoned
(d.w.)
n'en em soub morse en dour..
(d.w.)
Ret eo o c'hañjoliñ koulskoude...
(...)
ober tousig-kein dezho
(d.w.)
evit ma pignont d'an neñv uhelañ.
(d.w.)
Arabat krediñ e laeront o arc'hant!
(...)
Disprizet int gant ar bobl,
(d.w.)
bountet-divountet int gant ar c'hriped
(d.w.)
ha gourdrouzet gant an droug-naplez.
(...)
Daoust dezho da c'hoari koukoug o buhez-pad,
(d.w.)
da zimeziñ kant gwech bep deiz,
(d.w.)
n'eus morse eured evit o fennoù.
(...)
Mab un diotez hag ur c'hwitouz ma 'z out,
(d.w.)
na c'hoarzh ket eus ar paour a Wener
(d.w.)
ar paour-kaezh louzenn-se.
(...)
War-bouez nebeut e voe, ma mignon ker,
(d.w.)
na vefe da vamm ar c'hast-se
(d.w.)
ar c'hast a rez goap outi
(...)
- Artist:Georges Brassens