La Chanson de l'ours [Breton translation]

Songs   2024-11-25 06:18:56

La Chanson de l'ours [Breton translation]

En hor parrez, gwechall-gozh,

e rae e reuz ur mell-pezh arzh er c'hoad.

Spontañ a rae ar c'hoadour

ha debriñ e holl zeñved d'ar mesaer.

An Aotroù maer hag an Aotroù person

imoret holl a lâras: "N'hell ket padal pelloc'h!

Lamet eo pep peoc'h diouzhomp gant an arzh-se.

A-benn eizhtez eo ret toullañ e ler1

Loc'hañ a rejomp neuze beure-mat

er c'hoad, frond flour ar gwez-pin ennañ

gant spegoù ha flambevioù,

rak fall oa an amzer d'an deiz-se.

Kerzhet on eus a-hed an dervezh,

hag en desped da se n'hon eus gwelet arzh ebet.

Da serr-noz, koulskoude,

gwelout a reer ul lagad o lugerniñ en ur wenodenn.

Ha dao! Setu an Aotroù Person

a gouch e arm, ha ne c'hwit ket e daol.

Hogen ne oa an arzh nemet gouliet

ha ruilhañ a reas, badaouet holl, e-barzh an touflez.

E gas a raed d'an ti

hag e c'hraouiañ er c'hav.

Diwar an deiz-se, bet doñvaet,

an arzh dizrouk, lirzhin hag aotennet mat

a kemer bec'h en ur bern labourioù.

Mont a ra d'ar feunteun da gerc'hat dour,

gouest eo da sturiañ ar stlejerez,

da Gala-bloaz e ro skor da baotr al lizheroù.

Da roidigezh al lore-skol

e brezegenn a voe an hini gwellañ komprenet;

diwar m'emañ e karg el lez-varn

e weler ne ra ket falloc'h an traoù.

Pep tra a ya gwelloc'h en-dro en ti-kêr.

Ac'h! gant m'o defe ar memes arzh e Pariz!

1. Damgomz 'zo amañ eus ar c'hrennlavar gallek: arabat gwerzhan ler an arzh kent bezañ e lazhet.

See more
Charles Trenet more
  • country:France
  • Languages:French
  • Genre:Poetry, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.charles-trenet.net/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Charles_Trenet
Charles Trenet Lyrics more
Charles Trenet Featuring Lyrics more
Charles Trenet Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved