L'Homme des bars [Breton translation]

Songs   2024-11-29 22:24:35

L'Homme des bars [Breton translation]

'Barzh un davarn,

ouzh ar c'hontouer

e spurmanter

ur paotr, liv an huzil d'e zaoulagad.

Evañ a ra hep ehanañ

evañ a ra evit ankouaat

un dro gamm bet c'hoariet dezhañ gant ar vuhez.

Pa dostaan outañ

tristik e mousc'hoarzh,

ha dousik e lâr ouzhin:

"En em garet hon eus ur bloavezh-pad, diroll-mik,

ha neuze en em guitajomp evel-se... dre sotoni."

Al latar,

ar velkoni

'zo ouzh ar c'hontouer ivez

evit ober kavadenn dezhañ.

Ha pa darzh an deiz

e kas e c'hlac'har gantañ.

Evit gwir, hemañ a vez e vignon nemetañ er vuhez.

Neuze, pa serr an noz en-dro

e kaver anezhañ ouzh ar c'hontouer

o kontañ e istor:

"En em garet hon eus ur bloavezh-pad, diroll-mik,

ha neuze en em guitajomp evel-se... dre sotoni."

'Barzh un davarn,

ouzh ar c'hontouer

spurmantet eo bet nebeud 'zo

ur verc'h, liv ar vuhez d'he daoulagad.

O paouez tostaat emañ-hi,

O paouez toull kaoz gantañ emañ-hi.

Tener eo he mouezh, koant eo-hi.

Ha setu ur garantez all

o tistreiñ da viken.

Mont a reont kuit diouzh an deiz.

En em garout a raint o buhez-pad, diroll-mik,

diroll-mik.

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved