L'ancêtre [Breton translation]
L'ancêtre [Breton translation]
Ur mailh a verc'hetaer e oa ar c'hozhiad hon amezeg
na rae gaou da zen gant e varv gwenn,
ha pa voe brud e oa war e zevezhioù diwezhañ,
ez ajomp d'an ospital evit e zinec'hañ.
Kaset hor boa kitaroù ganeomp,
rak o klevout sonerezh e kouezhe d'e zaoulin,
nemet kanioù-bale soudard
a selaoue outo en ur c'hoarzhin a-revriadoù.
Kenvezerien Django ha diskibien Crolla 1
ar pep gwellañ eus sonerien kerdin a oa war al lec'h
evit kinnig d'ar c'hozhiad, e-giz sin a vignoniezh,
e-giz pakad evit e dremen, ur sonadeg diwezhañ.
Siwazh! N'int ket bet degemeret gant an danvez medisined,
chom a reas ar kitaroù e-harzh an nor-borzh,
hag ar sonadeg diwezhañ evit ar c'hozhiad dipitet
a voe ur veskadenn kantikoù, paour-kaezh anezhañ!
Pa vezimp kozhidi
war-dro Bicêtre 2
ket a sonerezh ograoù, nann ket,
ket a ganaouennoù iliz
evit lipat e loa,
met kitaroù, fidamdoustik!
Degaset hor boa ul litrad bennak,
rak tapet en doa ar boulomig terzhienn Bercy 3
ha d'an nozvezhioù korfata, ma c'her a zavarnour a roan,
e oa an hini diwezhañ a gouezhe mezv-dall.
Saumur, entre-deux-mers, beaujolais, marsala 4
ar pep gwellañ diouzh ar winienn a oa war al lec'h
evit kinnig d'ar c'hozhiad, e-giz sin a vignoniezh,
e-giz pakad evit e dremen, un evadeg diwezhañ.
Siwazh! N'int ket bet degemeret gant an danvez medisined,
chom a reas al litradoù e-harzh an nor-borzh,
hag ar glac'harig evet gant ar c'hozhiad dipitet
a oa ur vras a werennad dour benniget, paour-kaezh anezhañ!
Pa vezimp kozhidi
war-dro Bicêtre,
n'hor rediit ket da evañ - Doue da viro!
diouzh an dourioù melar-se,
dourioù binniget pe dourioù glan,
met gwin mat, fidamdoustik!
Degaset hor boa ar c'hatelled eus ar c'hanton,
rak merc'heta a rae laouen ar c'hozhiad:
gant e zorn bliv bepred, ha seven evelato,
e troñse al lostennoù, peseurt bennak amzer a raje.
Adalek Manon Lescaut, adalek Dalila
ar pep gwellañ eus ar wregelezh a oa war al lec'h
evit kinnig d'ar c'hozhiad, e-giz sin a vignoniezh,
e-giz pakad evit e dremen, ur reudadenn diwezhañ.
Siwazh! N'int ket bet degemeret gant an danvez medisined,
chom a reas ar C'hatelled e-harzh an nor-borzh,
hag ar chuchu brozh diwezhañ evit ar c'hozhiad dipitet
a voe hini sae ur seurez, paour-kaezh anezhañ!
Pa vezimp kozhidi
war-dro Bicêtre,
ket a vugale Mari - Doue da viro!
Elerc'hit al leanezed
gant koantennoù kaer
hag a vutun 5, fidamdoustik!
1. Sonerien kitar brudet kenañ e oa Django Reinhardt (1910-1953) hag Henri Crolla (1920-1960), marvet o daou yaouank-tre.2. Brudet oa gwechall klañvdi Bicêtre (tost-kenañ da bParis) evel ur repu evit ar re gozh pe ar re sod.3. Un dro-lavar fentus a dalv kement ha c'hoant evañ gwin: emañ e Bercy marc'had ar gwin pennañ eus Frañs.4. Direizh e vefe klask treiñ anvioù gwin se.5. Un damgomz lous ez eus amañ.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Misogynie à part