L'accordéoniste [Breton translation]

Songs   2024-05-14 22:15:19

L'accordéoniste [Breton translation]

Kaer eo ar plac'h voutin

du-hont, war gorn ar straed.

He deus kalz a bratikoù

evit leuniañ he yalc'h.

Pa vez achu he labour

e ya kuit d'he zro,

da glask un tammig huñvre

'barzh un ti-bal er fabourzh.

He gwaz 'zo un arzour,

un droch a baotr bihan,

ur soner akordeoñs,

a son ar java a-feson.

Selaou a ra ouzh ar java

met ne zañs ket anezhi,

ne sell ket ouzh al leurenn zoken,

hag e selloù orgedus

'zo paret war doare c'hoari nerzhus

ha war bizied hir ha treut an arzour.

Treantiñ a ra-se en he c'hroc'hen

diouzh an nec'h, diouzh an traoñ;

c'hoant kanañ he deus, diwar anien eo se.

Stignet holl eo he c'horf,

berranalet e chom

gwall-droet eo he fenn gant ar sonerezh.

Trist eo ar plac'h voutin

du-hont, war gorn ar straed:

he soner akordeoñs

'zo aet da soudard.

Pa zistroio diouzh ar brezel

e feurmint un ti.

Hi a vo kasedourez,

eñ a vo mestr ar stal.

Pegen plijus 'vo ar vuhez:

evel nababed e vint,

hag eviti bemnoz

e sono ar java.

Selaou a ra ouzh ar java,

damkanañ a ra anezhi

hag adwelout he soner akordeoñs.

Hag e selloù orgedus

'zo paret war doare c'hoari nerzhus

ha war bizied hir ha treut an arzour.

Treantiñ a ra-se en he c'hroc'hen

diouzh an nec'h, diouzh an traoñ;

c'hoant gouelañ he deus, diwar anien eo se.

Stignet holl eo he c'horf,

berranalet e chom

gwall-droet eo he fenn gant ar sonerezh.

Hec'h-unan eo ar plac'h voutin

du-hont, war gorn ar straed:

ar plac'hed a ra penn-mouzh

ne blij ket d'ar wazed.

Gwazh a-se ma krev,

ne zistroio ket he gwaz ken.

Kenavo, sorc'hennoù kaer,

kollet mik eo he buhez.

Ha koulskoude he divc'har trist

a gas anezhi d'un toull-lous,

lec'h ma vez un arzour all

o seniñ an nozvezh-pad.

Selaou a ra ouzh ar java,

klevout a ra ar java...

Serret he deus he daoulagad...

Treantiñ a ra-se en he c'hroc'hen

diouzh an nec'h, diouzh an traoñ;

c'hoant blejal he deus, diwar anien eo se.

Neuze, evit ankouaat

kroget eo da zañsal, da dreiñ

ouzh trouz ar sonerezh...

Harzit!

Harzit ar sonerezh!...

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved