Jean l'Espagnol [Breton translation]

Songs   2024-11-17 06:28:26

Jean l'Espagnol [Breton translation]

War an hent da iliz an Itron

e oa Yann Spagnad,

o vont, evit salvañ e ene,

da ginnnig ur goarenn d'ar Werc'hez.

N'oa ket dav da Yann Spagnad

laerezh kordenn un den krouget.

Itron Gwerc'hez Vari

mard em eus laeret pe lâret gevier

pardonit din, me ho ped.

Ken kriz em eus poaniet dija!

N'am kasit ket d'an Ifern.

War an hent e oa ur plac'h

o vale goustadig.

Digredus eo pegen e splann an heol

war ur bizoù e diamant.

N'oa ket dav dit, Yann Spagnad,

kregiñ en draoù berzhet.

Itron Gwerc'hez Vari

mard em eus laeret pe lâret gevier

pardonit din, me ho ped.

Ken kriz em eus poaniet dija!

N'am kasit ket d'an Ifern.

War an hent da iliz an Itron Vari

e oa Yann Spagnad,

o kerzhout etre daou archer,

ereoù en e zreid, kanab en-dro d'e c'houzoug.

N'oa ket dav dit-te, Spagnad:

te eo an hini a vo krouget.

Itron Gwerc'hez Vari

mard em eus laeret pe gomzet gevier

pardonit din, me ho ped.

Hogen mard eo digor an neñv

n'am kasit ket d'an Ifern.

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved