Je rejoindrai ma belle [Breton translation]
Je rejoindrai ma belle [Breton translation]
Da goulz ar garantez 1,
en disfiz d'ar pirilh,
ez in gant ar bontenn
da gaout ma c'hoantenn;
Da goulz ar garantez,
en disfiz d'ar pirilh,
ha den n'hello cheñch se.
Kouezhet diwar ar c'hoabr
e teuas ur barr-avel
da c'hwezhañ war ar bontenn;
kouezhet diwar ar c'hoabr
e teuas ur barr-avel:
ar bontenn, n'eus ket outi ken.
Mard eo bet kavet mad
d'an avel diskar ar pontoù din
ober a rin gant ma bagig 2
evit mont da gaout ma c'hoantenn;
mard eo bet kavet mad
d'an avel diskar ar pontoù din
e lestrin war-vourzh en etrepont.
Kouezhet diwar ar c'hoabr
e teuas moraerien
da sevel eor ma bagig;
kouezhet diwar ar c'hoabr
e teuas moraerien:
ar vagig, n'eus ket outi ken.
Mard o deus bleizi-mor
laeret ma listri diganin,
diwanañ a ray din divaskell
evit mont da gaout ma c'hoantenn;
mard o deus bleizi-mor
laeret ma listri diganin,
mont a rin gant hent al laboused.
Ar chaseourien war api
a denno warnout:
kenavo pluñv, kenavo divaskell;
ar chaseourien war api
a denno warnout:
da garantez, ne vo ket outi ken.
Mard eo ma flanedenn griz
ober un toull en dour,
kontit d'am c'hoantenn
ez on marvet en feal,
ha ma teurvezo d'he zro
lezel un deiz bennak da vont
kent magañ ur garantez nevez.
1. E galleg, "à l'heure du berger", da lâret eo etre doubl deiz ha doubl noz.2. E galleg: "la balancelle", homañ ur vagig gant gwern implijet er Mor Kreizdouarel.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Les trompettes de la renommée