Il suffit de passer le pont [Breton translation]
Il suffit de passer le pont [Breton translation]
Trawalc'h eo tremen ar pont,
en avantur e vezer diouzhtu!
Lez ac'hanon da gregiñ ez lostenn,
da gas a ran ganin evit ergerzhout an natur.
Ken flour eo ar geot d'ar Sul ar Palmez...
distaolomp ma botoù-kad ha da votoù-laer
ha skañv evel menniged
redomp war-lerc'h ar c'hloc'hadennoù:
bimbalaoñ! Emañ ar matinezoù o seniñ
en enor d'hon eürusted;
bimbalaoñ! Arabat lârout grik da zen,
gwalc'het em eus e zorn d'ar c'hloc'her
Lez ac'hanon da gregiñ ez lostenn,
redomp, lirzhin-me, lirzhin-te!
Trawalc'h eo tremen ar pont,
hag emeur e rouantelezh ar bleuennigoù...
Diouzh touez ar re gaer 'zo amañ,
divinout a ran an hini a blij muioc'h dit:
a-drugarez Doue, n'eo ket ar roz-moc'h
nag ar boked-koukoug, ar boked-hañv ne lâran ket.
Gwelout a ran unan tamolodet dindan an delioù,
eus voulouz e vez-eñ, par d'az tivjod.
Chom war evezh, tra m'e gutuilhan:
"biskoazh n'em eus karet hini nemedout".
Tri lammig zo a-walc'h,
diouzhtu ez eus jabadao 1.
Lez ac'hanon da gregiñ ez lostenn,
damant am bo eus da zantelezh.
gwalc'het em eus e zorn d'ar paotr-deñved
evit ma sono ur ganadenn.
Neuze, ma c'haredig, kuit a soñjal en dañjer,
greomp kant ha kant fringadenn.
Skeiñ-diskeiñ a ra da droad ouzh ar c'hinvi...
Mar deu an askol d'en em sankañ ennañ,
arabat leñvañ, ma c'haredig o c'houzañv:
e dennañ a rin er-maez gant ma dent.
N'hon eus tra ken da guzhat unan diouzh egile,
gallout e c'hellomp en em garout diouzh hor faltazi,
ha gwell-a-se mard eo ur pec'hed:
mont a raimp d'an Ifern a-gevret!
Trawalc'h eo tremen ar pont,
lez ac'hanon da gregiñ ez lostenn.
Trawalc'h eo tremen ar pont,
lez ac'hanon da gregiñ ez lostenn.
1. "La tarantelle" en destenn orin, hag a vez un dañs diouzh kreisteiz Bro-Itali.
- Artist:Georges Brassens
- Album:La mauvaise réputation