Hécatombe [Breton translation]
Hécatombe [Breton translation]
War varc'hallac'h ar C'houerc'had 1
en abeg d'un duilhad ognon
edo un dousennad bennak a gebened
oc'h en em vlevata, un deiz a oa.
War droad, war varc'h ha dre garr
an archerien awenet fall
a zeuas da glask o chañs
da herzel ar gabaduilh.
Hogen dindan pep oabl, kuit a vezh,
ur c'hustum divrall eo-se,
pa vez anv eus lardañ Bugale Mari-Robin
e tisoñj an holl o chikanoù.
Kollet a-grenn o emzalc'h ganto, e fardas
ar gwrac'hed war ar veurlarjezed
hag a ginnigjont, el lârout a ran deoc'h,
un arvest furlukinus a-walc'h.
O welout ar begegorned gaezh
e par bezañ faezhet tout
e triden, rak sod on ganto
pa vezont deut da relegeier.
Diwar ar c'halatrez m'emaon o chom
ec'h isen an divrec'hioù gouez
eus al lazhjañdarmerezed 2 a gebened
o youc'hal "Bec'h dezhi! brav! brav!"
Unan outo, diroll tout, a strobas
ar marichal al lojeiz kozh
hag e laka da youc'hal : "Torr-e-benn d'ar saout,
torr-e-benn d'al lezennoù, bevet an anarkiezh!"
Unan all a gas gant garvder
klopenn unan eus ar c'henaoueien-se
etre he zivfeskenn divent
hag he gwask evel ur viñs-taol.
An hini lardañ eus ar gwazenned-se,
o tigeriñ he c'horfenn goeñvet,
a vataraz a daolioù divronn
ar re a dremen war-hed he zaolioù.
Kouezhañ a reont, ha kouezhañ ha kouezhañ,
ha diwar ali ar re a oar diouzh se,
war a seblant e voe al lazhadeg-se
an hini gaerañ a-holl-viskoazh.
A-benn ar fin, pa hañvalas dezho
o doa bet o gouzividi o gwalc'h a ognad,
an diaoulezed-se, evit o dismegañs diwezhañ-holl
kent distreiñ d'o ognon,
an diaoulez-se, a-vec'h e kredan
el lâret gant ken divalav e vez,
o defe troc'het o feadra diganto...
dre voneur n'o doa ebet.
1. "Brive-la-Gaillarde" en destenn orin, ur c'hêrig eus departamant Corrèze (19), n'eo bet dilennet gant an Aozer nemet dre fent. Fentus ingal eo "ar C'houerc'had" (22), pe "Vieux-Marché" e galleg, e-kreiz ur rannvro brudet evit hec'h ognon.2. Ur ger nevez-ijinet fentus ez eus e galleg: "gendarmicide".
- Artist:Georges Brassens