Dans un bouge du vieux port [Breton translation]

Songs   2024-04-28 15:03:59

Dans un bouge du vieux port [Breton translation]

Pa vez sorc'hennet ar martolod kozh

gant hunvreoù diseven,

d'ar mare ma serr an noz,

petra 'dalv selaou war an draezhenn

galvadenn flour an tonnoù?

Rak du-hont morioù all

a chuchue outañ izel-kaer

gerioù n'int ket distaget gant hemañ.

'Barzh un toull lous war ar porzh kozh

e gav repu,

hag e luskell e velkoni

gant huñvreoù alaouret.

Mouget eo un eurvezh-pad

ar c'heuz poazh a grog ennañ.

P' emañ an akordeoñs o leñvañ

'barzh un toull lous eus ar porzh

morse ne glev-eñ

kan ar mari-morganed.

N'eo ket oc'h huñvreal

war ribl an tonnoù lusk-dilusk

e tegas d'e soñj ar pellvroioù.

Nann, n'eo ket o c'han

war ribl ar mor-veur

a gomz outañ eus e amourousted a-wechall.

'Barzh un toull lous war ar porzh kozh

e gav repu,

hag e luskell e velkoni

gant huñvreoù alaouret.

Mouget eo un eurvezh-pad

ar c'heuz poazh a grog ennañ.

P' emañ an akordeoñs o leñvañ

'barzh un toull lous eus ar porzh

morse ne glev-eñ

kan ar mari-morganed.

N'eo ket oc'h huñvreal

war ribl an tonnoù lusk-dilusk

e tegas d'e soñj ar pellvroioù.

Nann, n'eo ket o c'han

war ribl ar mor-veur

a gomz outañ eus e amourousted a-wechall.

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved