'[CB 1] [CB25] O Fortuna [Breton translation]
'[CB 1] [CB25] O Fortuna [Breton translation]
Arsa Fortun
par d'al loar
valigant da zoare
bepred o kresk
pe o tigresk
na kasaus ur vuhez
Gwech o vouc'hañ
gwech o lemmañ
dre fent lemmder ar spered
An dienez
hag ar galloud
a lak' da deuziñ 'vel skorn
Chañs didruez
diboell ivez
ur rod o treiñ 'zo ouzhit
ur stad diaes
ur gwarez fall
bepred darev da steuziañ
Disimulet
dindan gouelioù
enep din e strivez c'hoazh
Bremañ dre faot
da dorfedoù
ne chom netra war ma c'hein
Chañs savete
ha galloudezh
bremañ 'zo kontrol ouzhin
ma foan-galon
ma c'hwitadenn
am dalc'h e boureveri
D'an ampoent-mañ
hep daleañ
gwaskit war lamm ho kalon
Dre daolioù-chañs
ma lam 'ni kreñv
keuzit da se holl ganin
- Artist:Carl Orff
See more