Ar vamm lazherez [French translation]
Ar vamm lazherez [French translation]
1
Trizek bugel am eus ganet
En desped din nemet merc'hed
Daouzek anezho 'm eus lazhet
N'on ket deu't 'benn an drizekvet
N'on ket deu't 'benn an drizekvet
Ha n'eo ket hep bezañ klasket.
2
An noz all pa oan kousket krenn
Gant un drouz skrijus 'tihunen
Ur marvran ruz-tan ha diskarn
'Sanke e veg don em skouarn
Hag unan all gwenn-kann-eon
'Skilfe ha 'gigne ma divronn
Hag antronoz d'ar gouloù de'z
En em gavet 'oan dougerez
En em gavet 'oan dougerez
Genel 'raen en abardaez
Ur verc'h vihan an drizekvet
Pa m'oa ken c'hoant paotrig kaouet
Ur verc'h vihan he blev rouz-flamm
Heñvel buhez ouzh re he mamm
Ur verc'h du-glaou he daoulagad
Diouzh re he mamm disheñvel mat
Ne ouzen dare piv an tad :
« Hunit, hunit 'ta ma merc'hig
Hag ober 'rin deoc'h allazig
Hag ober 'rin deoc'h un toullig
Dindan ar sapin el liorzhig
Ha kanañ 'rin deoc'h ur chañson
Gwerz ar marv, kan an anaon ! »
'Boa ket gant ma ger echuet
Ma roen dezhi laezh kontammet
Ma roen dezhi laezh kontammet
Goulenn 'rae en-dro p'oa denet
Kemer 'raen neuze ur blueg-treid
Hag he mougen hep keuz ebet
A-benn ur pennad goude-se
Balbouzat a rae adarre
Balbouzat a rae 'n he c'havell
Kemer 'raen neuze ur gontell
Ha da skeiñ fulor ennon
Ha da skeiñ 'barzh he c'halon
Ha da skeiñ 'barzh he bruched
En aner, ne ziwade ket
Ha da skeiñ a-daol-da-daol
Ha da skeiñ 'vel unan foll
Ha da skeiñ, skeiñ kemen'
Ma erruen skuizh ha 'semplen
Ma erruen skuizh ha 'semplen
Antronoz vintin 'tihunen
Gant c'hoarzhoù ma merc'h milliget
A seblante din o lâret :
« Na pegen mat 'm eus-me kousket ! ».
3
Ha setu hi deuet d'he oad
Evit ma brasañ kalonad
Abred ha diwe't, noz-ha-de'z
Ne ra din nemet gwall-vuhez
Ne ra din nemet gwalldroio'
Un deiz a vo ma distrujo :
« Me ho ped ma mamm, ma mammig
Daoust hag eñ rofec'h din ho pig ?
Ma kleuzfen un toull er jardrin
Da blantañ eno ur sapin
Da blantañ ur sapin eno
E lec'h 'n hini kozh 'zo marv
E lec'h 'n hini kozh 'zo gweñvet
Ma mamm, ma mammig, me ho ped ! »
Ha me paourkaezh sod da blegañ
Ha da reiñ dezhi peadra
Ha da reiñ dezhi peadra
Nebeud goude 'lâre din c'hoa' :
« Echu ma zoullig ma mammig
Deu't 'ta da welet un tammig ! »
Ha me ken kredig da vonet
Ha brusk en toull ganti bountet
Ganti bountet hag interet !
4
Ha setu me en douar don
Seziset on gant ar spouron
Ha da gleuziañ, da ziskrapat
Allas, allas din, hep tro vat
Allas, allas din, 'ra netra
‘Met kouezhañ 'm eus aon donoc'h-c'hoa'
Ha da grial ha da hopal
Met den d'am c'hlevet em noz teñval
Ha da c'hervel a-bouez ma fenn
Met den d'am respont em bez yen
'Met trouz gludennek ar preñved
O rampañ etre ma bizied !
5
Met petra 'n dodi-se 'n un taol
Ha donet 'ran da vezañ foll ?
Met petra 'n un taol 'n dodi-se ?
Lârit din 'ta, e anv Doue !
'Welan a-bell ur stroll o tont
En e benn an Ankoù, ur spont !
Hag eñ pignet war ur marc'h dall
En daou du tanfoeltr o strakal !
En daou du tanfoeltr ha moged
D'e heul bugale o vonet
D'e heul o vonet krouadurien
Digiget o c'horf hag o fenn
D'e heul o vonet merc'higoù
O ma ene, ma re eo !
Ha 'tonet o-holl war ma zro
Ha 'koroll, 'kanañ war un dro
Ha war un dro 'koroll, 'kanañ
A-dro-da-dro tisoc'h-tishañ :
« Hunit mammig, hunit bravig
Ha kanañ 'raimp deoc'h ur sonig
Ha kanañ 'raimp deoc'h ur sonenn
Gwerz ar soufrañs, kan an ifern ! »
- Artist:Denez Prigent