An hentoù splann lyrics

Songs   2024-12-24 09:10:41

An hentoù splann lyrics

Abaoe nebeut amzer, bloaz 'zo e gwirione'

'Weler perc'herined war an hentoù o vale

'Weler perc'herined 'vale war hentoù Breizh

Yaouank ha kozh a-gevret, ganto ar memes feiz

Yaouank ha kozh a-gevret war roudoù hon tadoù

Lec'h n'eus plas c'herioù-an-deiz nemet d'an otoioù

Er c'herioù hag er maezioù 'kerzhont 'pad eurvezhioù

Eus ilizoù da chapelioù e sonerezh o fazioù

N'eus forzh an amzer yen, war-raok ez eont atav

N'eus forzh an amzer tomm kar o fal a zo brav

N'eus da c'hounit nag arc'hant na medalenn koulskoude

Nemet glizi gant an divhar ha klogor d'an treid ivez

Met gwelit o selloù ur wech echu da vale

Ha komprenoc'h perak 'anduront kement-se

Rak en noz o daoulagad, gouleier adarre

O sklerijenno pelloc'h c'hoazh war hentoù all ar vuhe'

[Music Interlude]

Met gwelit o selloù ur wech echu da vale

Ha komprenoc'h perak 'anduront kement-se

Rak en noz o daoulagad, gouleier adarre

O sklerijenno pelloc'h c'hoazh war hentoù all ar vuhe'

O sklerijenno pelloc'h c'hoazh war hentoù all ar vuhe'

See more
Denez Prigent more
  • country:France
  • Languages:Breton, Sami, English, French
  • Genre:Folk, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.denez.fr
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Denez_Prigent
Denez Prigent Lyrics more
Denez Prigent Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved