Ar bugel koar lyrics
Ar bugel koar lyrics
Na mar karje Landregeriz
Alc'hwezañ kloz dor o iliz,
Ne vije ket ur bugel-koar
Bet badezet en skeud al loar.
Ar vagerez a c'houlenne
Ouzh 'n aotrou Penfeunteun, un deiz:
Ho merc'h 'n eus graet ur bugel-koar,
Evit ho kas diwar an douar:
- Roit, ma merc'h, hoc'h alc'hwezioù,
Evit ober mezh d'ar gwall-deodoù! -
- Alc'hwez an arc'h am eus kollet,
Me n'am eus ken alc'hwez ebet.
'N aotrou Penfeunteun kounnaret,
En ur vouc'hal en deus kroget;
Kerkent an arc'h deus drailhet,
Ar bugel-koar a zo kavet.
Ar bugel-koar, ar bennherez,
Ar baëron hag ar vaëronez,
O-fevar ez int bet losket
Dirak an holl bopl dastumet;
An aotrou-kozh a ouele stenn,
Hag a ziframme e vlev gwenn,
O welet e verc'h o leskiñ,
Pa n'en doa bugel nemeti !
- Artist:Denez Prigent
- Album:Roc'h
See more