An distro euz a vro zaoz lyrics

Songs   2024-12-25 09:31:47

An distro euz a vro zaoz lyrics

Etre partez Pouldergat ha partez Plouare,

Ez euz tudjentil iaouang o sevel eunn arme

Evit monet d'ar brezel, dindan mab ann Dukez,

En deuz dastumet kalz tud euz a beb korn Vreiz

Evit monet d'ar brezel, dreist ar mor, da Vro-zoz.

Me'm euz ma mab Silvestik e ma int ouz he c'hortoz;

Me'm euz ma mab Silvestik ha n'em euz nemet-han

A ia ha heul ar strollad, gand marc'heien ai ban.

Evit mollet d'ar brezel, dindan mab ann Dukez,

Evit mollet d'ar brezel, dreist ar mor, da Vro-zoz.

Eunn noz e oann em gwele, ne oann ket kousket mad,

Me gleve merc' hed Kerlaz a gane son ma mab;

Ha me sevel em'chaonze raktal war ma gwele:

Qtrou doue! Silvestik, pekc'h oud-de-breme?

Marteze em oud ouspenn tric'hant leo deuz va zi

Pe tolet barz ar mot braz d'ar pesked da zibri;

Mat kerez bea chommet gant da vamm ha da dad,

Te vize bet eurejed breman, eurejed mad;

Achuet oa ann daou vloaz, achuet oa ann tri:

- Kenavo d'id, Silvestik, ne n'az gwelinn ket mui;

Mat kaffenn da eskern paour tollet gand ar mate,

Oh! me ho dastumefe hag ho briatefe...

Ne oa ked he c'homz gant-hi, he c'homz peurlavaret,

Pa skoaz eul lestr a Vreiz war ann ot, hen kollet,

Pa skoaz eul lestr a Vro penn-da-benn dispennet,

Kollet gant-han he raonnou hag he wemou breet.

Leun a oa a dud varo; den na ouffe lavar,

Na gout pe geit zo amzer n'en deuz gwelet ann douar.

Ha Silvestik ae eno, hogen na mamm na tad,

Na mignon n'en doa, siouaz! karet he zaou-lagad'.

See more
Tri Yann more
  • country:France
  • Languages:French, Breton, French (Old French)
  • Genre:Folk
  • Official site:http://edoll.free.fr/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Tri_Yann
Tri Yann Lyrics more
Tri Yann Featuring Lyrics more
Tri Yann Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved