Rêves [Hunvreoù] [French translation]
Rêves [Hunvreoù] [French translation]
Hunvreoù bevañ "cool", hunvreoù vuhez sioul 'vit bloavezhioù 'tont
Aet kuit ar c'houmoul louet douzh oabl an Douar-man
Hunvreoù bevañ "cool", hunvreoù vuhez sioul 'vit kantvejoù 'tont
Aet pell harnev ha kurun daoulagad tud ar bed-man
Hunvreoù bevañ "cool", hunvreoù vuhez sioul
Muioc'h doujañs ha fiziañs, distanet etrezomp
Pa 'vez hunvreet kreñv a-walc'h ha hir,
A-wechoù dont a ra da wir a-benn ar fin
En drede milved ar spi 'vit an denelezh,
En drede milved goanag 'vit ar vug(w)ale
Hunvreet 'm eus ur wech, pa oan bihan, 'vefen war vrasañ leurenn 'vez
Gant ul laz-seniñ o c'hoari ur sonerezh mod-nevez
Hunvreet 'm eus ur wech un de ma c'henvroiz a vefe distro
D'o zraoù, d'o muzik, d'o yezh ha d'o c'harantez-vro
Pa 'vez hunvreet kreñv a-walc'h ha hir,
A-wechoù dont a ra da wir a-benn ar fin
En drede milved ar spi 'vit an denelezh,
En drede milved goanag 'vit ar vug(w)ale
Hunvreoù bevañ "cool", hunvreoù 'vuhez sioul 'vit bloavezhioù 'tont
Stert eo d'ar spered chom dispi 'vo tu en em gompren
Hunvreoù bout "cool", hunvreoù 'vuhez sioul 'vit kantvejoù 'tont
Diaes eo d'ar galon chom dispi e dazont mabden
- Artist:Alan Stivell
- Album:Back to Breizh