Mourir pour des idées [Breton translation]
Mourir pour des idées [Breton translation]
Mervel evit mennozhioù
ur vennozh dispar eo se:
darbet on mervel
evit nompas he c'haout.
Rak an holl o doa anezhi,
ur morad mac'homus a dud,
zo sailhet warnon
en ur youc'hal d'ar marv.
Deuet int a-benn d'am c'hendrec'hiñ,
ha ma awenerez zichek
a renoñs he mankoù
hag a ya a-du gant o c'hredenn,
gant un tammig dister
a lure, koulskoude.
Marvomp evit mennozhioù,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek.
2
O soñjal ne vo
diaezamant ebet diwar daleañ,
eomp etrezek ar Bed All
en ur stranañ war hon hent.
Rak oc'h hastañ e gammedoù
e c'hoarvez ma varver
evit mennozhioù na vo ket
o ren d'an deiz war-lerc'h.
Neuze, mard ez eus un dra
trenk ha glac'harus
kompren eo homañ
d'an ampoent ma renter e ene da Zoue
e vezer aet gant an hent fall,
e vezer faziet a vennozh.
Marvomp evit mennozhioù,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek.
3
Ar Sent Yann-ed alaouret o genoù
a bron ar verzherinti,
d'ar peurliesañ, a-hend-all,
a zale er bed-mañ.
Mervel evit e vennozhioù
(ne vo ket lâret en diabeg!)
ur rezon eo se evito da vevañ,
ha ne viront ket d'en ober.
War bep tachenn pe dost
e weler tud war-nes
tremen dreist Matuzalem
gant hirder o buhezioù.
Diwar-se e kred din
soñjal diouzh o zu:
Marvomp evit mennozhioù,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek.
4
Mennozhioù a c'houlenn
ar sakrifis uhelañ,
disivoudoù a bep seurt
a ginnig bernioù outo,
ha lakaet eo ar gudenn
ouzh an danvez aberzhidi:
mervel evit e vennozhioù,
mat eo, met pere avat?
Hag o vezañ ma vez an holl
heñvel tout etrezo,
pa weler anezho o tont
gant o bannieloù bras,
an den fur en etremar
a dro en-dro d'e vez.
Marvomp evit mennozhioù,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek.
5
Gant ma vefe a-walc'h
ul lazhadeg bennak
evit ma vefe cheñchet pep tra,
ma vefe cheñchet pep tra!
Goude kement "Pardaezioù meur",
ha kement pennoù diskaret,
dleet e vefe deomp bezañ
er Baradoz war an douar.
Hogen kaset e vez bepred
oadvezh aour da ouel sant Bikenig 1
Sec'hed 'zo bepred d'an doueed,
morse n'o deus o gwalc'h,
neuze e teu ar marv, ar marv
adnevezet bep taol.
Marvomp evit mennozhioù,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek.
6
C'hwi, c'hwezherien-brezel,
c'hwi, ebestel mat,
marvit 'ta da gentañ:
deoc'h e tilezomp an araogiezh.
Met dre garantez, tripledie!
lezit ar re all da vevañ.
Ar vuhez eo, war-bouez nebeud,
o finvidigezh nemeti er bed-mañ.
Rak emañ an Ankou
war evezh a-walc'h:
n'eo ket ret dezhañ
e vefe douget e falc'h evitañ.
Dañs bekabe ebet ken
en-dro d'ar chafod.
Marvomp evit mennozhioù,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek,
ya-vat,
hogen gant ur marv gorrek.
1. "Aux calendes" e galleg, hogen n'heller ket implijout "kala" amañ.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Fernande