Moby Dick [Breton translation]
Moby Dick [Breton translation]
Tra ne vo evit mirout, a-benn ar fin,
na zivizo ar mor ma flanedenn.
Mallozh d'an aveloù o deus savet
korventennoù em enep.
Pedet em eus evit kavout
an dremmwel adarre,
beuzet (ma oan) e spouron ha doan.
Renet eo bet ma zonkadur gant taolioù-chañs milliget
beuzet e-barzh gwad ha marv
war-lerc'h un diaoul, ret diframmañ digantañ
ar vuhez am eus kollet.
Touet em eus direiñ ma ene
en eskemm eus ar veñjañs,
o tichekañ an Neñv ha Doue.
Biken n'en em rentin,
ne chom din nemet ma c'halonegezh.
Dilezel a rin ma buhez e-kreiz ar mor
hag eno e vo mouget ma strobinell..
Kollet etre javedoù Leviatan,
kouezhet e foñs an deñvalded,
torret em eus chadennoù ma foan
ha lezet ma spouron war ma lerc'h.
Splannañ a ra an deñvalijenn,
tra ma vez gronnet en didrouz
araj eus ma foan.
E-doug an emgann am eus kaset war-raok
oc'h heuliañ ma follentez,
diwar grediñ ennon e kolljont o buhez
ar re am eus desachet d'am heul.
Er mor eo dleet da steuziañ
an doan eus o memor,
pe en ifern, pe en Eden.
Biken n'en em rentin,
ne chom din nemet ma c'halonegezh.
Koll a rin ma buhez e-kreiz ar mor
hag eno e vo mouget ma strobinell..
Paeañ a rin hiziv evit kement am eus bet,
chom a rejont ma fec'hedoù war ma lerc'h.
Ne vern ket ken ar fazi am eus kometet.
Trec'h on, ha pell-mat 'zo.
Biken n'en em rentin,
ne chom din nemet ma c'halonegezh.
Koll a rin ma buhez e-kreiz ar mor
hag eno e vo mouget ma strobinell..
Biken n'en em rentin,
ne chom din nemet ma c'halonegezh.
Koll a rin ma buhez e-kreiz ar mor
hag eno e vo mouget ma strobinell..
- Artist:Tierra Santa
- Album:Quinto Elemento (2017)