Misogynie à part [Breton translation]
Misogynie à part [Breton translation]
Kuit a gas ouzh ar merc'hed, ar gwir oa gant an Den fur 1:
bez' ez eus amerderezed, o c'havout a reer puilh-kenañ,
a-vac'h e teuont;
bez' ez eus gwall-amerderezed, 'zo un tamm dilikatoc'h;
hag erfin, gwall uheloc'h war-c'horre ar banerad,
bez' ez eus dreist-amerderezed.
Ma hini, hec'h-unan-penn, a ra gwelloc'h eget an holl outo.
Perzh eo eus an tri rummad war un dro:
ur burzhud gwirion eo se.
Amerderez, gwall-amerderez ha dreist-amerderez ivez,
dreist, dreist-kenañ, dreist-meurbet eo da bep tra.
Ma amerdiñ a ra, me lâr deoc'h.
Ma Doue, pardonit ar c'homzoù trenk-mañ:
Ma amerdiñ, ma amerdiñ, ma amerdiñ a ra,
mont a ra re bell, dreist muzul eo.
Ma amerdiñ a ra, ha keuz am eus eus ma c'harantez kaer
gant
ar Bugel Vari yaouank, bet c'hwipet diganin gant an eskob.
Ma amerdiñ a ra, me lâr deoc'h.
Ma amerdiñ, ma amerdiñ a ra, ha ma rediañ da naetaat
ma ivinoù kent koñfirmañ 2 he revr.
Evit gwir, n'he deus ket feskennoù un doueez,
ha n'eo nemet ar garantez a stur ma dorn sentus
etrezek he revr torr-fest, beget, moulbennek.
Ma amerdiñ a ra, me lâr deoc'h.
Ma amerdiñ, ma amerdiñ a ra, en adlârout a ran, ha pa
doulbab ma c'hof-bihan e vir he manegoù warni:
ur rann-galon eo se evidon.
Ouzhpenn diskouez un diouer drastus a sevended,
n'eo ket se mat-tre evit ar frotadenn.
Ma amerdiñ a ra, me lâr deoc'h.
Ma amerdiñ, ma amerdiñ a ra, ha pa gouezhan d'am daoulin
evit seurt devosionoù 'zo diouzh giz hor bro
hag a laka ar penn da vezevenniñ,
o soñjal eo koulz da ganañ ar c'hredo
e zigor he misal frank war ma c'hein.
Ma amerdiñ a ra, me lâr deoc'h.
Ma amerdiñ, ma amerdiñ a ra, hag e-pad ar fouzhadenn
enoeet eo, enoeet eo a-wel-kaer 3,
enoeet eo, me lâr deoc'h.
E-lec'h youc'hal "C'hoazh! Hardizh! Bec'h dezhi!"
e tibun oberennoù Claudel, ya-vat, Claudel a lâran.
Neuze e choman seizet gant se.
Ma amerdiñ, ma amerdiñ a ra. Anavezout a ran e vez ar Claudel-se
ur spered dreistordinal, ur barzh divarvel,
respet am eus evit e vrud.
Hogen mont da gerc'hat e-barzh e oberennoù deol
ur c'hwistantin, ket a se! Ur sorc'henn eo!
Ma amerdiñ a ra, me lâr deoc'h.
1. Paul Valéry (1871-1945), ar barzh a ijinas ar renkadurezh 'zo anv outi amañ: "emmerdantes", "emmerdeuses" hag "emmerderesses". Klasket em eus da dreiñ an tri ger-se gwell pe well.2. Da lârout eo: lopata, er giz ma ra an eskob e-kerzh ar sakramant-se.3. N'heller ket drevezañ ar c'hempouez "elle m'emmerde" / "elle s'emmerde".
- Artist:Georges Brassens