Milord [Breton translation]

Songs   2024-12-18 04:12:57

Milord [Breton translation]

Arsa, deuit, Milord,

'n em staliañ ouzh ma zaol:

yen-put eo an amzer,

bourrusoc'h 'vo amañ.

En em lezit da vont,

'n em lakait en hoc'h aes,

ho poan war ma c'halon,

ho treid war ur gador.

M'hoc'h anavez, Milord,

morse n'am gweljoc'h-hu...

Me 'zo plac'h eus ar porzh

ur skeudenn 'barzh ar ru.

Rez deoc'h on tremenet

dec'h, pa oac'h o kantren:

Ho pabor a raec'h-hu,

moumoun e oac'h d'an Neñv,

Gant ho voalenn sidan

a-flod war ho tivskoaz

neuz-vat a oa ganeoc'h:

neuz ur roue ho poa.

Kerzhout 'raec'h da drec'her

ouzh-brec'h un dimezell

pegen koant, ma Doue!

Skornañ 'ra ma c'halon.

(Diskan)

Soñjit 'ta, trawalc'h eo

gwech 'zo ul lestr hepken

'vit ma frailho ar bed

pa loc'h al lestr-se kuit

Kas a rae-eñ gantañ

ar plac'h kuñv he selloù

n'he deus ket komprenet

e freuze ho puhez.

Trist eo ar garantez:

evel-se ar vuhez

a ginnig pep chañs deoc'h

hag o lam da-c'houde.

Arsa, deuit, Milord,

neuz ur bugel ho peus;

en em lezit da vont

deut d'am rouantelezh

Me 'bare poan-galon

me 'gan sonennoù dous

me 'gan ar vilorded

n'o deus ket bet a chañs

Sellit ouzhin, Milord,

morse n'am gweljoc'h-hu...

Met gouelañ 'rit, Milord:

morse ne gredjen se

Ac'hanta 'ta, Milord,

Mousc'hoarzhit din, Milord,

Gwelloc'h-se, un tamm striv

Setu, evel-se

Bec'h de'i, c'hoarzhit, Milord,

bec'h de'i, kanit, Milord,

La la la,

Ya-vat, dañsit, Milord,

La la la, Brav, Milord,

La la la, C'hoazh, Milord, La la la!

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved