Le vieux Léon [Breton translation]
Le vieux Léon [Breton translation]
Bez' e vo bremaik
pemzek vloaz milliget
Leon kaezh
abaoe ma 'z out aet
da varadoz
an akordeoñs;
aet d'an daoulamm
da welout hag
ar bal-dañs
hag ar java
zo c'hoazh
keodedourien mat
e-barzh ti Jehovah.
Bremaik pemzek vloaz vo
abaoe ma 'z out aet
gant da sonerezh war da gein
da gas an dañs en-dro
e-barzh kevredigezh
tanioù red.
E-barzh da repu,
dre Santez Sesil,
pardon deomp
bezañ bet lezirek
d'ober stad
eus da vinioù.
Ur pec'hed eo se,
met sonerien
akordeoñs
morse-morse
n'o lakaer
d'ar Panteon.
Ret e voe dit, paour-kaezh,
tremen gant
un dachenn irvin
hep pompadoù
bras, hep kinkladur,
hep peden ebet.
Hogen da vignoned a yae
da-heul an tamm koad pin,
gwasket o c'halonoù,
en ur c'hoarzhin
evit ober neuz
da chom hep gouelañ.
Hag e-barzh hor c'halonoù,
soner kaezh
akordeoñs,
kalz nebeutoc'h
yen eo, fiz ennon,
eget er Panteon.
Abaoe, paotr kaezh,
m' az peus kavet ur plas klet
e foñs an neñv
ruilhet en deus
kalz dour
dindan pontoù hor bro.
Paotred c'hwek
adalek "rue de Vanves"
betek "la Gaîté",
hemañ kenkoulz hag henhont
zo bet kaset kuit
diwar faltazi ar stêrioù.
Hogen hini outo
n'en deus graet fae
war e amzer a-wechall.
A-du emañ chomet an holl
gant an daoulagad ar Werc'hez 1
asur eo, Tad kozh,
n'az po ket kerse
da vezañ tremenet.
Ha mar plij un tammig
d'an Aotroù Doue
an akordeoñs,
bourrañ a rez
en oabl, sur eo,
ma Leon kaezh.
Peseurt amzer 'zo
evit an dud hegarat
eus ar Bed All?
Ha kavet o deus
a-benn ar fin al LA?
Hag ar pistouilh,
daoust ha n'eo ket gwashaet
pa vez diskennet
e-kreiz gwi-
ni an Aotroù Doue ? E galleg, "dans les vignes du Seigneur", a dalv ivez kement ha mezv."
Mar gwech-mañ-wech
ez lez un itron a wechall-gozh Daveet eo amañ da werzh an "Neiges d'antan" savet gant Villon ha lakaet war sonerezh gant Brassens.
- Artist:Georges Brassens
- Album:Le Pornographe