Le Vagabond [Breton translation]

Songs   2024-04-29 06:05:16

Le Vagabond [Breton translation]

Neuz ur plac'h a netra 'zo din evel-se,

hogen ur verc'h a-feson on-me.

Me 'zo priñsezed en ur c'hastell

ma vez pep tra sklaer, pep tra vrav.

Ul liorzh vras leun a vleuñv,

plavañ a ra ma c'halon en neñv glas.

Ar bleunioù istribilhet ouzh ar gwez

'zo bepred gwenn evel en Nevez-Amzer.

Hogen ur baleer-bro,

ur brav a baotr anezhañ,

a gan ouzhin sonioù

am laka da skrijañ.

Bale a ra a-hed an hentoù

diseblant tout ouzh an amzer.

Kanañ a ra evit a re a selaou outañ,

ga t e vlev en avel.

Ur baleer-bro eo-eñ,

ur brav a baotr anezhañ,

a gan sonioù.

La la la la...

Lâret en deus ouzhin: "Dilez da gastell:

nes-tost ouzh ma c'halon tomm e vo dit.

Reiñ a rin dit un tamm karantez,

hag en em garimp bepred."

Ma n'oa ket ur priñs a voneiz,

ma Friñs Chalmant eo-eñ.

O vezañ ma vezan ur verc'h a-feson

n'hellan ket dont da vezañ ur plac'h a netra.

Ur baleer-bro eo,

ur brav a baotr anezhañ.

Kanañ a ra sonioù

a laka da skrijañ.

Bale a ra a-hed an hentoù

diseblant tout ouzh an amzer.

Kanañ a ra evit a re a selaou outañ,

ga t e vlev en avel.

Ur baleer-bro eo,

ur brav a baotr anezhañ,

a gan sonioù.

La la la la...

Hogen n'eo ket gwirion ma c'hontadenn,

N'eo nemet un huñvre am eus graet,

ha pa zihunis

an heol a oa war ma goubenner.

Ha bemnoz pa vanan kousket

e klaskan en aner ma huñvre alaouret.

D'ar wech-mañ e tilezin ma c'hastell

evit mont da heul ma friñs ken brav.

Ur baleer-bro eo,

ur brav a baotr anezhañ.

Kanañ a ra sonioù

a laka da skrijañ.

Hag e faltaziañ ac'hanon o vale a-hed an hentoù

diseblant tout ouzh an amzer.

Ha ma c'halon eo an hini a selaou outi,

gant hor c'harantez en avel.

Baleerien-bro 'zo ouzhomp,

kanañ a reomp sonioù.

Skrijal a ran.

La la la la...

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved