Le roi a fait battre tambour [Breton translation]

Songs   2024-11-17 19:14:22

Le roi a fait battre tambour [Breton translation]

Ar roue a lakaas an taboulinoù da seniñ

evit gwelout an holl itronezed eus e lez,

hag an hini gentañ a welas

a vamas e ene.

Lâr din, Markiz, daoust hag ec'h anavezez homañ?

Piv eo an itron goant-se?

Respontet en deus ar Markiz,

Aotrou Roue, ma fried eo-hi.

Markiz, eürusoc'h out egedon

p'ez peus ken koant ur bried.

Mar teurvezfes he reiñ din

damant bras am befe outi.

Aotrou, ma ne vefec'h ket ar roue,

e c'houlennfen veñjañs eus se.

Met o vezañ ma 'z oc'h ar roue,

en ho kourc'hemennoù emaon.

Markiz, arabat fuloriñ:

da zigoll az po.

M' az lakain da vezañ em armeoù

ur brav a varichal Bro-C'hall.

Adeo ma dousig, adeo ma c'halonig,

adeo ma goanag!

Pa vez ret dit servijout ar roue,

en em zispartiomp an eil diouzh egile.

Ar rouanez a gemennas ober ur boked

bleunioù lili kaer,

ha frond ar boked-se

a gasas ar Varkizez d'an Anaon.

See more
Édith Piaf more
  • country:France
  • Languages:French, English, Spanish, German
  • Genre:Pop, Singer-songwriter
  • Official site:http://www.edithpiaf.com/
  • Wiki:https://fr.wikipedia.org/wiki/Édith_Piaf
Édith Piaf Lyrics more
Édith Piaf Featuring Lyrics more
Édith Piaf Also Performed Pyrics more
Excellent Songs recommendation
Popular Songs
Copyright 2023-2024 - www.lyricf.com All Rights Reserved